Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Izaia 1:16 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

16 En em walc'hit, en em naetait, lamit a-zirak va daoulagad drougiezh hoc'h oberoù, ehanit d'ober fall,

Ver Capítulo Copiar




Izaia 1:16
31 Referencias Cruzadas  

An AOTROU en doa testeniet a-enep Israel hag a-enep Juda dre an holl brofeded ha dre an holl welourien, o lavarout: Distroit diouzh ho hentoù fall, mirit va gourc'hemennoù ha va reolennoù, hervez an holl lezenn am boa gourc'hemennet d'ho tadoù, hag am eus kaset deoc'h dre va servijerien ar brofeded.


Gwalc'hiñ a ran va daouarn en dinammded, hag e ran an dro da'z aoter, o AOTROU,


Diwall da deod diouzh an droug, ha da vuzelloù diouzh komzoù touellus.


Distro diouzh an droug ha gra ar mad, hag e chomi da viken.


Pa zeuas Natan ar profed d'e gavout, goude ma voe aet David war-zu Bat-Sheba.


Ober ar reizhder hag ar varnedigezh a zo plijusoc'h d'an AOTROU eget an aberzhoù.


na zistro nag a-zehou nag a-gleiz, tenn da droad diouzh an droug.


En em dennit, en em dennit, it er-maez ac'hano! Na stokit ouzh netra dic'hlan! It kuit eus he c'hreiz! En em c'hlanait, c'hwi hag a zoug listri an AOTROU!


Bremañ eta komz ouzh tud Juda hag ouzh tud Jeruzalem, ha lavar dezho: Evel-henn e komz an AOTROU: Setu e kempennan droug a-enep deoc'h, hag ec'h ijinan ur mennad a-enep deoc'h. Distroit pep hini ac'hanoc'h eus e hent fall, troit e mad ho hentoù hag hoc'h oberoù.


pa lavarent: Distroit pep hini ac'hanoc'h eus e hent fall hag eus drougiezh hoc'h oberoù, hag e viot o chom a gantved da gantved war an douar en deus an AOTROU roet deoc'h ha d'ho tadoù,


Marteze e selaouint hag e tistroint pep hini diwar e hent fall, hag em bo keuz d'an droug a soñjen ober dezho en abeg da zrougiezh o oberoù.


Rak em eus kaset deoc'h va holl servijerien ar brofeded, o c'haset em eus deoc'h bemdez, adalek ar beure, da lavarout deoc'h: Distroit pep hini ac'hanoc'h eus e hent fall, adreizhit hoc'h oberoù, n'it ket war-lerc'h doueoù all evit o servijañ, evit ma chomot er vro am eus roet deoc'h ha d'ho tadoù. Met n'hoc'h eus ket roet ho skouarn evit selaou.


Jeruzalem, disaotr da galon eus an droug evit ma vi saveteet. Betek pegeit e vo o chom ez tiabarzh da soñjoù direizh?


Kasait an droug ha karit ar mad, savit ar varnedigezh ouzh an nor, ha marteze en devo truez an AOTROU, Doue an armeoù, ouzh nemorant Jozef.


Ra wisko an dud hag al loened seier, ra griint da Zoue gant nerzh, ha ra zistroio pep hini diouzh e hent fall ha diouzh an drougiezh a zo en e zaouarn.


En deiz-se e vo ur vammenn digor da di Juda ha da dud Jeruzalem, evit ar pec'hed hag evit an dic'hlanded.


Ha n'eo ket ar c'homzoù en deus lavaret an AOTROU dre ar brofeded kentañ, pa oa tud e Jeruzalem ha pa oa sioul, hi hag he c'hêrioù en-dro dezhi, ha pa oa tud o chom er c'hreisteiz hag er blaenenn?


Dougit eta frouezh dereat d’ar geuzidigezh,


Ha bremañ, perak e taleez? Sav, bez badezet ha bez gwalc’het eus da bec’hedoù en ur c’hervel anv an Aotrou.


Ra vo ar garantez hep pilpouzerezh. Kasait an droug hag en em stagit start ouzh ar mad.


O kaout eta hevelep promesaoù, re garet-mat, en em c’hlanaomp eus pep hudurniezh eus ar c’hig hag eus ar spered o kas da benn hor santeladur e doujañs Doue.


Tostait ouzh Doue hag e tostaio ouzhoc’h. Pec’herien, naetait ho taouarn, tud a galon lodennet, glanait ho kalonoù.


O tilezel eta pep fallentez, pep touellerezh, pep troidellerezh, pep gwarizi ha pep droukkomz,


ra droio e gein d’an droug evit ober ar mad, ra glasko ar peoc’h ha ra heulio anezhi,


Me a lavaras dezhañ: Aotrou, te a oar. Hag e lavaras din: Bez’ int ar re a zo deuet eus an trubuilh bras, gwalc’het o deus o saeoù ha gwennet anezho e gwad an Oan.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos