Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Sant Marc 7:4 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

4 ha pa zeuont euz ar plasou‐marc’had, na zebront ket ken neubeut heb beza en em walc’het. Kalz a draou all ho deuz ive pere ho deuz recevet evit ho miret, evel gwalc’hi an tassou, ar podou, al listriarm hag ar gweleou.)

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

4 ha pa zeuont eus ar marc’had, ne zebront ket kennebeut hep bezañ en em walc’het. Ha kalz a draoù all a zo ivez o deus resevet evit o mirout, evel gwalc’hiñ an hanafoù, ar podoù, al listri-arem hag ar gweleoù.

Ver Capítulo Copiar




Sant Marc 7:4
15 Referencias Cruzadas  

Malheur deoc’h, Scribed ha Farizianed hipocrit, rag netaad a rit an diaveaz euz an tas hag euz ar plad, ha c’houi en diabarz a zo leun a laeronsiou hag a zireizded.


Farizian dall, neta da genta an diabarz euz an tas hag euz ar plad, evit ma teui ive an diaveaz da veza nêt.


Pa velaz Pilat penaos na c’houneze netra, mes e creske an trubuil, e kemeraz dour, hag e walc’haz he zaouarn dirag ar bobl, en eur lavaret: Me a zo net euz a voad an den just‐se; ouzoc’h‐c’houi e sell kement‐se.


Rag, o lezel gourc’hemen Doue, e virit tradition an dud, o walc’hi ar podou, hag an tassou, hag oc’h ober kalz a draou all euz ar seurt‐se.


Hogen, bez’ e oa eno c’houec’h laouer vean a zerviche da burification ar Judevien, hag a iea en pep hini anezhe daou pe dri muzurad.


Hogen, eun disput a zavaz etre diskibien Ian hag ar Judevien, divarben ar burification.


an hini a ra ar servich, o veza ma n’int (gant kig, gant evachou, ha gant a bep seurt gwalc’hadennou), nemed ceremoniou kigus, pere ne oant ordrenet nemed hep‐ken da c’hortoz an amzer ma vije renevezet pep tra.


Tostait ouz Doue, hag hen a dostai ouzoc’h. Netait ho taouarn, pec’herien, ha c’houi, pere a zo daou‐hanteret ho calon, purifiit, ho calonou;


Mes mar baleomp er sclerijen, evel ma ema he‐unan er sclerijen, hon euz communion an eil gant egile, ha goad Jesus‐Christ he Vab a neta ac’hanomp a bep pec’hed.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos