Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Sant Marc 7:5 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

5 Neuze ar Farizianed hag ar Scribed a c’houlennaz diganthan: Perag da ziskibien‐te na heulliont‐hi ket tradition ar re goz, hag e kemeront ho boued heb gwalc’hi ho daouarn?

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

5 Neuze ar farizianed hag ar skribed a c’houlennas outañ: A-belec’h e teu ma ne heuilh ket da ziskibien hengoun ar re gozh ha ma kemeront o fred hep gwalc’hiñ o daouarn?

Ver Capítulo Copiar




Sant Marc 7:5
12 Referencias Cruzadas  

Perag e tor da ziskibien‐te tradition ar re goz? rag ne walc’hont ket ho daouarn pa zebront ho frêd.


o lakaad evel‐se en plas ger Doue ho tradition great ganeoc’h hoc’h unan; hag e rit c’hoas kalz a draou all euz ar seurt‐se.


Rag, o lezel gourc’hemen Doue, e virit tradition an dud, o walc’hi ar podou, hag an tassou, hag oc’h ober kalz a draou all euz ar seurt‐se.


Lavaret a reaz ive dezhe: Gouzoud a rit mad terri gourc’hemen Doue, evit miret ho tradition; rag Moises hen deuz lavaret:


Hogen, klevet ho deuz divar da ben penaos e teskez an holl Judevien a zo e‐touez ar Jentiled, da zilezel Moises, en eur lavaret dezhe na dleont ket circoncisa ho bugale, nag heuil ar c’hiziou.


kemer anezhe ganez, en em burifi assambles ganthe, ha pae ho dispignou, evit ma c’hellint touza ho fennou, ha ma ouezo an holl penaos n’eo ket gwir an traou ho deuz klevet divar da ben, mes e kendelc’hez da viret al lezen.


ha ma vije ive tad d’ar re a zo circonciset, da lavaret eo, d’ar re pere ouzpen ma’z int circonciset, a heuil ive an hent euz ar feiz, hen doa heuillet hon tad Abraham, araog beza bet circonciset.


ha penaos ez een pelloc’h er relijion ar Judevien eged kalz euz ar memeus oad ganen e‐touez va nation, o veza douget dreist an holl evit gizou va zud koz.


Koulskoude e klevomp lavaret penaos ez euz hinienou en ho touez hag a vev en dizurz; ne labouront ket, ha koll a reont ho amzer en traou didalvoudus.


Breudeur, recommandi a reomp deoc’h ive, en hano hon Aotrou Jesus‐Christ, pellaad diouz peb breur hag a vev en dizurz, ha nann hervez ar gelennadurez hen deuz recevet diganeomp.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos