Sant Marc 6:11 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned
P’en em gavo tud n’ho tegemerint ket ha n’ho selaouint ket, pa’z eot kuit ac’hano, hejit ar poultr eus ho treid e testeni a-enep dezho. Me a lavar deoc’h e gwirionez, penaos e vo dousoc’h da Sodom ha da C’homora e deiz ar varn eget d’ar gêr-se.
Ha piou‐benag n’ho tigemoro ket, ha na zelaouo ket ac’hanoc’h, pa’z eot kuit ac’hane, hejit ar boultren euz ho treid en testeni a‐enep dezhe. E gwirionez hen lavaran deoc’h, eassoc’h e vezo da Sodom ha da Gomor en deiz ar varn, eged d’ar gear‐ze.
Hag e hejis va dilhad, hag e lavaris: Ra hejo Doue evel-se eus e di hag eus e labour pep den na raio ket hervez ar gomz-se, ha ra vo evel-se hejet ha goullonderet. Hag ar vodadeg a-bezh a lavaras: Amen! Hag e veuljont an AOTROU. Hag ar bobl a reas hervez ar gomz-se.
Met evel ma’c’h enebjont outañ ha ma vallozhjont, ec’h hejas e zilhad hag e lavaras dezho: Ra gouezho ho kwad war ho penn! Naet on anezhañ. Diwar vremañ ez in etrezek ar baganed.
Met an neñv hag an douar a-vremañ a zo miret dre an hevelep ger, ha lakaet a-du evit an tan, da zeiz ar varn ha kollidigezh an dud na zoujont ket Doue.
ha peanaos Sodom, Gomora hag ar c’herioù nesañ a oa en em roet d’an hevelep loustoni ha da bec’hedoù a-enep an natur, a servij da skouer o c’houzañv ar boan eus un tan peurbadus.