Sant Marc 5:34 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Lavarout a reas dezhi: Merc’h, da feiz he deus da yac’haet, kae e peoc’h ha bez dizereet eus da gleñved. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Ha Jesus a lavaraz dezhi: Va merc’h, da feiz hen deuz da zaveteet; kea en peoc’h ha bez pare euz da glenved. |
Kae, debr gant levenez da vara, hag ev laouen da win, rak Doue en deus dija kavet mat da oberoù.
Met mar deu an aberzhour ha mar gwel penaos ne vo ket astennet ar gouli en ti goude ma’z eo bet induet an ti, an aberzhour a zisklêrio an ti glan, rak ar gouli a zo pareet.
Ha setu, e tegasjont dezhañ un den seizet gourvezet war ur gwele. Jezuz, o welout o feiz, a lavaras d’an den seizet: Mab, kemer fiziañs, da bec’hedoù a zo pardonet dit.
Jezuz, o vezañ distroet hag o sellout outi, a lavaras: Merc’h, kemer fiziañs, da feiz he deus da yac’haet. Hag ar wreg a voe yac’haet adalek an eur-se.
Jezuz a lavaras dezhañ: Kae, da feiz he deus da yac’haet. Ha kerkent ec’h adkavas ar gweled hag ec’h heulias Jezuz en hent.
Rak en doa yac’haet kalz anezho, en hevelep doare m’en em daole warnañ kement en doa ur c’hleñved evit stekiñ outañ.
Ar wreg, spontet hag en ur grenañ, o c’houzout ar pezh a oa bet graet enni, a zeuas, en em daolas d’e dreid hag a lavaras dezhañ an holl wirionez.
Lavarout a reas dezhi: Merc’h, kemer fiziañs, da feiz he deus da yac’haet, kae e peoc’h.
Selaou a rae Paol o komz. Hemañ, o sellout gant evezh outañ, a welas en doa ar feiz evit bezañ yac’haet
Goude bezañ chomet eno ur pennad amzer, e voent kaset kuit e peoc’h gant ar vreudeur etrezek an ebestel.
Ar bac’her a lavaras da Baol ar c’homzoù-se: Ar pennoù o deus kaset keloù evit ho leuskel, deuit bremañ er-maez hag it e peoc’h.
ha mar lavar unan bennak ac’hanoc’h dezho: It e peoc’h, en em dommit ha debrit ho kwalc’h, ha ma ne rofec’h ket dezho ar pezh o deus ezhomm evit ar c’horf, da betra e servije kement-se?
Neuze Eli a respontas o lavarout: Kae e peoc'h, ha ra roio Doue Israel dit an dra ac'h eus goulennet digantañ.
Jonatan a lavaras da Zavid: Kae e peoc'h, hervez ar pezh hon eus touet hon daou en anv an AOTROU o lavarout: An AOTROU a vo etre me ha te, hag etre va lignez ha da lignez, da viken.