Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Sant Marc 5:34 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

34 Ha Jesus a lavaraz dezhi: Va merc’h, da feiz hen deuz da zaveteet; kea en peoc’h ha bez pare euz da glenved.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

34 Lavarout a reas dezhi: Merc’h, da feiz he deus da yac’haet, kae e peoc’h ha bez dizereet eus da gleñved.

Ver Capítulo Copiar




Sant Marc 5:34
19 Referencias Cruzadas  

Hag e tigassjont dezhan eur paralitic gourvezet var eur gwele; ha Jesus, o velet feiz an dud‐se, a lavaraz d’ar paralitic: Va mab, kemer courach, da bec’hejou a zo pardonet d’id.


Mes Jesus, o veza troet hag o sellet outhi, a lavaraz: Va merc’h, kemer courach, da feiz hen deuz da iac’heet; hag ar vreg‐se a oe iac’heet adaleg an heur‐ze.


Ha Jesus a lavaraz dezhan: Kea, da feiz hen deuz da iac’heet. Ha kerkent e kavaz ar gwelet, hag ec’h heullie Jesus en hent.


Rag bez’ hen doa iac’heet kalz anezhe, en hevelep doare ma en em daole varnezhan kement hag ho doa gwall‐glenvejou evit gallout touch outhan.


Ha rag‐tal he dioada a ehanaz; hag e santaz en he c’horf e oa pareet euz he c’hlenved.


Neuze ar vaouez, spountet hag en eur grena, o c’houzoud ar pez a oa bet great enhi, a zeuaz hag en em daolaz d’he dreid, hag a lavaraz dezhan ar wirionez var he hed.


Neuze e lavaraz dezhan: Sav alese, kea, da feiz hen deuz da zaveteet.


Ha Jesus a lavaraz dezhan: Receo ar gwelet; da feiz hen deuz da iac’heet.


Mes hen a lavaraz d’ar vaouez; Da feiz hen deuz da zaveteet; kea en peoc’h.


Ha Jesus a lavaraz dezhi: Va merc’h, kemer courach, da feiz hen deuz da iac’heet; kea en peoc’h.


He‐man a zelaoue Paol pehini, o veza arretet he zaou‐lagad varnezhan, hag o velet hen doa feiz evit beza iac’heet,


Ha goude beza choumet eno eur pennad amzer, e oent laosket gant ar breudeur da vond en peoc’h etrezeg an ebestel.


Kerkent, ar jeolier a zigassaz ar c’helou‐ze da Baol hag a lavaraz dezhan: Ar gouarnerien ho deuz digasset tud, da lavaret leuskel ac’hanoc’h; sortiit eta breman, hag it en peoc’h.


ha mar deu unan‐benag ac’hanoc’h da lavaret dezhe: It en peoc’h, tommit ha debrit ho kwalc’h, ha mar na roit ket dezhe an traou a zo red evit ar c’horf, da betra e servich kement‐se?


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos