David en doe aon rak Doue en deiz-se, hag e lavaras: Penaos e kasin arc'h Doue da'm zi?
Sant Marc 5:15 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Dont a rejont da gavout Jezuz hag e weljont an hini a oa bet dalc’het gant an diaouled, an hini a oa bet dalc’het gant al lejion, azezet, gwisket hag en e skiant vat. Hag o doe aon. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Hag an dud a zeuaz er meaz da velet ar pez a oa c’hoarvezet; hag e teujont etrezeg Jesus, hag e veljont an hini a oa bet dalc’het gant al lejion a zrouk‐sperejou, azezet, gwisket hag en he skiant vad; hag e teuaz aoun braz dezhe. |
David en doe aon rak Doue en deiz-se, hag e lavaras: Penaos e kasin arc'h Doue da'm zi?
Dre ma ne oac'h ket aze ar wech kentañ, an AOTROU hon Doue a reas un toull-freuz en hon touez, rak n'hon eus ket e glasket hervez ma'z eo urzhiet deomp.
Pe, penaos e c’hell unan bennak mont e ti un den kreñv ha preizhañ e vadoù, nemet en defe da gentañ ereet an den kreñv-se? Neuze hepken e preizho e di.
Ha soñjal a rez na c’hellfen ket pediñ va Zad, hag e rofe din raktal ouzhpenn daouzek lejion aeled?
Ar vrud anezhañ en em skuilhe dre holl Siria, hag e tegasent dezhañ an holl re glañv, re zalc’het gant meur a boan ha gant meur a zroug, re zalc’het gant diaouled, re loariek, re seizet, hag eñ a yac’hae anezho.
Pa voe kaset an diaoul kuit, an den mut a gomzas. Hag ar bobl souezhet a lavare: Biskoazh n’eo bet gwelet kemend-all en Israel.
Ar re a vesae ar moc’h a dec’has kuit da lavarout kement-se e kêr ha war ar maez. An dud a zeuas da welout ar pezh a oa erruet.
Ar re o doa gwelet kement-se a lavaras dezho ar pezh a oa c’hoarvezet gant an hini a oa dalc’het gant an diaouled, ha gant ar moc’h.
Pa oa aet er vag, an hini a oa bet dalc’het gant an diaouled en pedas d’e lezel da vont gantañ.
Rak alies, o kaout an hern ouzh e dreid hag o vezañ bet ereet gant chadennoù, en doa torret ar chadennoù ha friket an hern, ha den ne c’helle e zoñvaat.
Jezuz a c’houlennas digantañ: Pe anv ac’h eus? Eñ a respontas: Va anv a zo Lejion, rak kalz omp.
Houmañ he doa ur c’hoar anvet Mari, en em zalc’has azezet ouzh treid Jezuz hag a selaouas e gomzoù.
Pa voe Jezuz diskennet d’an douar, e teuas a-raok dezhañ un den eus kêr, a oa dalc’het gant diaouled pell a oa. Ne zouge ket a zilhad ha ne chome ket en un ti met er bezioù.
Hon dieubet en deus eus galloud an deñvalijenn hag hol lakaet en deus da dremen e rouantelezh e Vab muiañ-karet,
Rak Doue n’en deus ket roet deomp ur spered a abafder, met ur spered a nerzh, a garantez hag a emvestroni.
Samuel a reas evel m'en doa lavaret an AOTROU , hag e teuas da Vetlehem. Henaourien kêr a zeredas spouronet dirazañ en ur lavarout: Hag e teuez evit hor mad?