Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Sant Marc 5:15 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

15 Hag an dud a zeuaz er meaz da velet ar pez a oa c’hoarvezet; hag e teujont etrezeg Jesus, hag e veljont an hini a oa bet dalc’het gant al lejion a zrouk‐sperejou, azezet, gwisket hag en he skiant vad; hag e teuaz aoun braz dezhe.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

15 Dont a rejont da gavout Jezuz hag e weljont an hini a oa bet dalc’het gant an diaouled, an hini a oa bet dalc’het gant al lejion, azezet, gwisket hag en e skiant vat. Hag o doe aon.

Ver Capítulo Copiar




Sant Marc 5:15
21 Referencias Cruzadas  

Pe penaos ec’h hell unan‐benag antren e ti eun den krenv, ha pillia he vadou, nemed da genta hen defe ereet an den krenv?


Ha sonjal a rez‐te na helfen‐me ket breman pedi va Zad, hag e tigasfe d’in rag‐tal ouzpen daouzec lejion a elez?


Hag ar vrud anezhan a ieaz dre an holl Siri; hag e tigassent dezhan an holl dud klanv ha dalc’het gant meur a glenved hag a wall‐boan, hag ar re dalc’het gant an drouk‐spered, hag ar re loarec, hag ar re baralitic; hag hen a iac’hae anezhe.


Ha pa oe kasset kuit an drouk‐spered, an den mud a gomzaz. Hag ar bobl a oe souezet, hag e lavarent: Biskoas n’eo bet gwelet kemend all en Israel.


Hag ar re a oa o vessa ar moc’h a redaz kuit, hag a gassaz ar c’helou‐ze en kear ha var ar meaz.


Hag ar re ho doa gwelet kement‐se, a gontaz dezhe ar pez a oa c’hoarvezet gant an den possedet ha gant ar moc’h.


Ha pa oe pignet er vag, an hini a oa bet dalc’het gant an drouk‐spered a bedaz anezhan d’hen lezel da choum ganthan.


rag alies, goude ma oa bet lakeat hualou var he dreid, ha ma oa bet staget gant chadennou, e oa bet diframmet ganthan ar chadennou ha toret an hualou; ha den na helle dond a‐ben anezhan.


Ha Jesus a c’houlennaz diganthan: Pe hano ec’h euz? Hag hen a respontaz: Lejion eo va hano, o veza ma’z omp kalz.


Hou‐man he doa eur c’hoar hanvet Mari, hag en em zalc’he azezet e c’harz treid Jesus, o selaou he gomzou.


Ha pa oe diskennet Jesus d’an douar, eun den euz ar gear‐ze, hag a oa possedet abaoe pell amzer gant drouk‐sperejou, a zeuaz d’he zialben. Ne oa ket a zillad varnezhan, ha ne choume ket er gear, mes er beziou.


pehini hen deuz hon delivret euz a c’halloud an devalijen, hag hen deuz hon lakeat da vond en rouantelez he Vab muia‐karet,


Rag Doue n’hen deuz ket roet deomp eur spered a abafder, mes eur spered a c’halloud, a garantez hag a furnez.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos