La Biblia Online

Anuncios


Toda la Biblia A.T. N.T.




Sant Marc 2:8 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

Jezuz, o vezañ anavezet raktal en e spered e lavarent evel-se enno o-unan, a lavaras dezho: Perak hoc’h eus ar soñjoù-se en ho kalonoù?

Ver Capítulo

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

Ha Jesus o veza gouezet kerkent, dre he spered, ar pez a zonjent enhe ho‐unan, a lavaraz dezhe: Perag hoc’h euz‐hu ar seurt sonjou‐ze en ho calonou?

Ver Capítulo



Sant Marc 2:8
23 Referencias Cruzadas  

Gouzout a ran, va Doue, e furchez ar galon hag e kavez plijadur en eeunder. En eeunder va c'halon eo em eus kinniget a-youl-vat an holl draoù-se, ha gwelet em eus gant levenez da bobl en em gav amañ, kinnig dit profoù a-youl-vat.


Gouzout a rez pa azezan ha pa savan, dizoleiñ a rez a bell va soñjoù.


Soñjoù an hini drouk a zo un euzhusted evit an AOTROU, met plijus eo dezhañ ar gerioù glan.


Ur mennad fall a zo ur follentez, hag ar goapaer a zo un euzhusted evit an dud.


Ra zilezo an den drouk e hent, hag an den direizh e soñjoù, ha ra zistroio d'an AOTROU en devo truez outañ, d'hon Doue a bardon gant largentez.


Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: En deiz-se, soñjoù a savo ez kalon, hag ez po divizoù fall.


Met Jezuz, o c’houzout kement-se, en em dennas ac’hane. Kalz a dud a yeas war e lerc’h. Eñ o yac’haas holl


An diskibien a soñjas enno o-unan hag a lavaras: Abalamour n’hon eus ket a vara eo.


Jezuz, oc’h anavezout o soñjezonoù, a lavaras: Perak hoc’h eus soñjoù fall en ho kalonoù?


Perak e lavar hemañ gwallgomzoù evel-se? Piv a c’hell pardoniñ ar pec’hedoù, nemet Doue hepken?


Petra eo an aesoc’h, lavarout d’an den seizet-mañ: Da bec’hedoù a zo pardonet dit, pe lavarout: Sav, kemer da wele ha kerzh?


Rak a-ziabarzh, eus kalon an dud eo, e teu ar soñjoù fall, an avoultriezh, ar gastaouerezh, ar muntroù,


Hag e lavaras dezho: Perak oc’h trubuilhet, ha perak e sav kement a soñjoù en ho kalonoù?


Met Jezuz, oc’h anavezout o soñjezonoù, a gemeras ar gomz hag a lavaras dezho: Petra a c’hrozmolit en ho kalonoù?


Met ec’h anaveze o soñjezonoù hag e lavaras d’an den en doa an dorn disec’het: Sav hag en em zalc’h aze er c’hreiz. Eñ a savas hag en em zalc’has en e sav.


Lavarout a reas dezhañ an deirvet gwech: Simon mab Jona, hag ec’h eus karantegezh evidon? Pêr a voe glac’haret eus m’en doa lavaret an deirvet gwech: Hag ec’h eus karantegezh evidon? Eñ a lavaras dezhañ: Aotrou, anavezout a rez an holl draoù, gouzout a rez em eus karantegezh evidout. Jezuz a lavaras dezhañ: Mesa va deñved.


Met ez eus en ho touez lod ha ne gredont ket. Rak Jezuz a ouie adalek ar penn-kentañ pere a oa ar re ne gredent ket ha piv e oa an hini en droukroje.


Pêr a lavaras: Ananiaz, perak en deus Satan leuniet da galon ken ec’h eus lavaret gaou d’ar Spered-Santel ha miret ul lodenn eus priz an douar?


Az pez eta keuz eus da fallentez ha goulenn digant Doue ma vo pardonet dit soñj da galon, mar d-eo posupl,


N’eus krouadur ebet hag a vefe kuzhet dirazañ, met an holl draoù a zo en noazh ha dizolo da zaoulagad an hini e tleomp rentañ kont dezhañ.


Lakaat a rin he bugale da vervel eus ar marv, hag an holl Ilizoù a ouezo penaos ez on an hini a furch al lounezhi hag ar c’halonoù. Reiñ a rin da bep hini ac’hanoc’h hervez e oberoù.