Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Apocalyps 2:23 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

23 Lakaat a rin he bugale da vervel eus ar marv, hag an holl Ilizoù a ouezo penaos ez on an hini a furch al lounezhi hag ar c’halonoù. Reiñ a rin da bep hini ac’hanoc’h hervez e oberoù.

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

23 Hag e lakain he bugale da vervel; hag an holl Ilizou a ouezo penaos ez oun an hini a zont ar c’hroazellou hag ar c’halonou; hag e roin da bep hini ac’hanoc’h hervez he oberou.

Ver Capítulo Copiar




Apocalyps 2:23
39 Referencias Cruzadas  

Petra a c'hellfe David lavarout dit diwar-benn an enor a rez da'z servijer? Anavezout a rez da servijer.


Ha te, Salomon va mab, anavez Doue da dad, servij-eñ gant ur galon eeun hag un ene youlus, rak an AOTROU a furch an holl galonoù hag a anavez pep mennad eus ar soñjoù. Mar klaskez anezhañ, e vo kavet ganit, met mar dilez anezhañ, ez taolo kuit da viken.


Gouzout a ran, va Doue, e furchez ar galon hag e kavez plijadur en eeunder. En eeunder va c'halon eo em eus kinniget a-youl-vat an holl draoù-se, ha gwelet em eus gant levenez da bobl en em gav amañ, kinnig dit profoù a-youl-vat.


selaou anezho eus an neñvoù, eus al lec'h emaout o chom, pardon, ha ro da bep hini hervez e holl hentoù, te hag a anavez e galon, rak te da-unan a anavez kalonoù mibien an dud.


Eñ eo a ro surentez dezho, hag en em harpont war gement-se. Koulskoude e zaoulagad a zo war o hentoù.


D'ar mestr-kaner; salm David. Va furchet ec'h eus ha va anavezet.


AOTROU, va furch ha va amprou, evesha ouzh va lounezhi ha va c'halon!


Mar hor bije ankounac'haet anv hon Doue, hag astennet hon daouarn etrezek un doue estren,


Doue en deus komzet ur wech, ha me am eus e glevet div wech: rak an nerzh a zo da Zoue.


An AOTROU a varn ar pobloù. Va barn, AOTROU, hervez va reizhder hag hervez an eeunder a zo ennon.


Met AOTROU an armeoù a zo ur barner reizh a furch al lounezhi hag ar c'halonoù. Diskouez a ri din ar veñjañs a denni anezho, rak diskuliet em eus va c'haoz dit.


Me an AOTROU a furch ar galon hag a amprou al lounezhi, evit reiñ da bep hini hervez e hentoù, hervez frouezh e oberoù.


AOTROU an armeoù a amprou an den reizh, hag a ya betek al lounezhi hag ar galon. Gwelout a rin da veñjañs a-enep dezho, rak roet em eus dit va c'haoz.


Garmit c'hwi, tud Maklesh! Rak distrujet eo an holl re a werzh, distrujet eo an holl dud-se bec'hiet a arc'hant.


Rak Mab an den a dle dont e gloar e Dad gant e aeled, ha neuze e roio da bep hini hervez e oberoù.


Hag e lavaras dezho: Evidoc’h-c’hwi, a fell deoc’h tremen evit reizh dirak an dud, met Doue a anavez ho kalonoù. Rak ar pezh a zo uhel dirak an dud a zo fall bras dirak Doue.


Lavarout a reas dezhañ an deirvet gwech: Simon mab Jona, hag ec’h eus karantegezh evidon? Pêr a voe glac’haret eus m’en doa lavaret an deirvet gwech: Hag ec’h eus karantegezh evidon? Eñ a lavaras dezhañ: Aotrou, anavezout a rez an holl draoù, gouzout a rez em eus karantegezh evidout. Jezuz a lavaras dezhañ: Mesa va deñved.


Jezuz a lavaras dezhi: Kae, galv da bried ha deus amañ.


O pediñ e lavarjont: Te Aotrou, hag a anavez kalonoù an holl, diskouez deomp pehini eus an daou-mañ ac’h eus dibabet


Evel-se pep hini ac’hanomp a rento kont da Zoue evitañ e-unan.


An hini a furch ar c’halonoù a oar petra eo soñj ar Spered, rak ec’h erbed evit ar sent hervez Doue.


Rak ret eo deomp holl mont dirak lez-varn Krist, evit ma resevo pep hini hervez ar mad pe an droug en devo graet o vezañ en e gorf.


rak pep hini a zougo e vec’h e-unan.


Holl Israel a glevo kement-se hag a zoujo, ha ne vo ken graet un dra ken fall ez kreiz.


evit ma klevo ha ma toujo an holl bobl, ha na savint ken dre ourgouilh.


Ar re all a glevo hag a zoujo, ne raint ken un hevelep tra fall ez touez.


Holl dud kêr a veinataio anezhañ hag e varvo. Evel-se e vo lamet an droug diouzh da greiz, evit ma klevo ha ma toujo holl Israel.


N’eus krouadur ebet hag a vefe kuzhet dirazañ, met an holl draoù a zo en noazh ha dizolo da zaoulagad an hini e tleomp rentañ kont dezhañ.


Ha mar galvit Tad an hini a varn pep unan hervez e oberoù hep ober van eus den, en em renit eta gant doujañs e-pad an amzer hoc’h eus da dremen amañ,


An neb en deus divskouarn, ra glevo ar pezh a lavar ar Spered d’an Ilizoù. An hini a drec’ho ne vo ket gloazet gant an eil marv.


An neb en deus divskouarn, ra glevo ar pezh a lavar ar Spered d’an Ilizoù. D’an hini a drec’ho me a roio da zebriñ eus ar wezenn a vuhez a zo e-kreiz baradoz Doue.


Gwelout a ris ar re varv, bras ha bihan, oc’h en em zerc’hel dirak Doue. Levrioù a voe digoret. Hag e voe digoret ul levr all, al levr a vuhez. Ar re varv a voe barnet hervez o oberoù, hervez ar pezh a oa skrivet el levrioù.


Ar mor a roas ar re varv a oa ennañ, ar marv ha lec’h ar marv a roas ivez ar re varv a oa enno, ha pep hini a voe barnet hervez e oberoù.


Setu, e teuan prest, ha va gopr a zo ganin evit reiñ da bep hini hervez an oberoù en devo graet.


Me a sellas ha setu, ur marc’h drouklivet en em gavas. An hini a oa pignet warnañ a oa anvet ar marv, ha lec’h ar marv a gerzhe d’e heul. Ar galloud a oa roet dezho war ar bedervet lodenn eus an douar evit lakaat an dud da vervel dre ar c’hleze, dre an naonegezh, dre ar varvelezh ha dre loened gwez an douar.


Met an AOTROU a lavaras da Samuel: Na laka ket evezh ouzh e zremm nag ouzh uhelder e vent, rak taolet em eus kuit anezhañ. An AOTROU ne wel ket evel ma wel an den. An den a sell ouzh diavaez an dud, met an AOTROU a sell ouzh ar galon.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos