Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Sant Marc 2:8 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

8 Ha Jesus o veza gouezet kerkent, dre he spered, ar pez a zonjent enhe ho‐unan, a lavaraz dezhe: Perag hoc’h euz‐hu ar seurt sonjou‐ze en ho calonou?

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

8 Jezuz, o vezañ anavezet raktal en e spered e lavarent evel-se enno o-unan, a lavaras dezho: Perak hoc’h eus ar soñjoù-se en ho kalonoù?

Ver Capítulo Copiar




Sant Marc 2:8
23 Referencias Cruzadas  

Mes Jesus, o c’houzout kement‐se, a ieaz kuit ac’hane; ha kalz a dud a ieaz var he lerc’h, hag hen ho iac’heaz holl.


O veza klevet kement‐man, e rezonent hag e lavarent enhe ho‐unan: Abalamour n’hon euz ket kemeret a vara eo e komz evel‐se.


Mes Jesus, oc’h anaoud ho zonjezonou, a lavaraz: Perag e sonjit‐hu fall en ho calonou?


Perag e lavar he‐man gwall‐gomzou evel‐se? Piou a hell pardoni ar pec’hejou nemed Doue hep‐ken?


Pehini eo an ezeta, pe lavaret d’ar paralitic: Da bec’hejou a zo pardonet d’id, pe lavaret dezhan: Sav, kemer da vele, ha kerz?


Rag a ziabarz, da lavaret eo, euz a galon an dud, eo e teu ar zonjezonou fall, an avoultriachou, al libertinach,


Hag e lavaraz dezhe: Perag oc’h‐hu trubuillet, ha perag e sav sonjezonou control en ho calonou?


Mes Jesus, oc’h anaoud ho zonjezonou, a gomzaz outhe hag a lavaraz: Petra a rezonit‐hu en ho calonou?


mes, o veza ma c’hanaveze ho zonjezonou, e lavaraz d’an den pehini hen doa eun dorn dizec’het: Sav, ha choum aze er c’hreiz. Hag he‐man, o veza savet, a choumaz en he za.


Lavaret a reaz dezhan an deirved gwech: Simon, mab Jona, ha karoud a rez‐te ac’hanoun? Per a oe glac’haret abalamour m’hen doa lavaret evit an deirved gwech: Ha karoud a rez‐te ac’hanoun? Hag e lavaraz dezhan: Aotrou, te a oar pep tra, gouzoud a rez e karan ac’hanoud. Jesus a lavaraz dezhan: Messaa va denved.


Mes bez’ ez euz en ho touez lod ha ne gredont ket. Rag Jesus a ouie adaleg ar pen‐kenta piou a oa ar re ne gredent ket, ha piou a oa an hini a dlie hen trahissa.


Mes Per a lavaraz dezhan: Ananias, perag hen deuz Satan leuniet da galon, ken ec’h euz lavaret gaou d’ar Spered‐Santel, ha miret eul loden euz priz an douar?


Bez keuz eta euz da fallagriez, ha ped Doue, evit ma vezo pardonet d’id, mar d’eo possubl, ar sonjezon‐ze euz da galon.


N’euz crouadur e‐bed hag a vez kuzet dirazhan, mes an holl draou a zo noaz ha dizolo da zaou‐lagad an hini da behini a tleomp renta count.


Hag e lakain he bugale da vervel; hag an holl Ilizou a ouezo penaos ez oun an hini a zont ar c’hroazellou hag ar c’halonou; hag e roin da bep hini ac’hanoc’h hervez he oberou.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos