Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Sant Marc 2:7 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

7 Perag e lavar he‐man gwall‐gomzou evel‐se? Piou a hell pardoni ar pec’hejou nemed Doue hep‐ken?

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

7 Perak e lavar hemañ gwallgomzoù evel-se? Piv a c’hell pardoniñ ar pec’hedoù, nemet Doue hepken?

Ver Capítulo Copiar




Sant Marc 2:7
15 Referencias Cruzadas  

Neuze ar beleg‐braz a rogaz he zillad, en eur lavaret: Gwall‐gomzet hen deuz; daoust hag ezom hon euz‐ni c’hoas a destou? Klevet hoc’h euz breman he wall‐gomz.


O klevet kement‐man, darn euz ar Scribed a lavare enhe ho‐unan: An den‐man a vlasphem.


Klevet hoc’h euz ar blasphem; petra a zonjit‐hu var gement‐se? Neuze holl e varnjont anezhan dign a varo.


Hag eur re‐benag euz ar Scribed, hag a oa azezet eno, a rezone evel‐hen en ho c’halonou:


Ha Jesus o veza gouezet kerkent, dre he spered, ar pez a zonjent enhe ho‐unan, a lavaraz dezhe: Perag hoc’h euz‐hu ar seurt sonjou‐ze en ho calonou?


Neuze ar Scribed hag ar Farizianed a gommansaz da rezoni ha da lavaret: Piou eo he‐man pehini a lavar blasphemou? Piou a hell pardoni ar pec’hejou, nemed Doue hep‐ken?


Hag ar re a oa ouz taol ganthan a gommansaz da lavaret enhe ho‐unan: Piou eo he‐man, pehini memeus a bardon ar pec’hejou?


Ar Judevien a respontaz dezhan: N’e ket evit eun ober mad eo e veinomp ac’hanoud, mes evit eur blasphem, hag abalamour, o veza eun den, en em rez Doue.


ha lavaret a rit‐hu e vlaspheman, ha me bet santifiet gant va Zad ha digasset er bed, abalamour ma em euz lavaret: Me eo Mab Doue?


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos