Sant Marc 2:7 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Perak e lavar hemañ gwallgomzoù evel-se? Piv a c’hell pardoniñ ar pec’hedoù, nemet Doue hepken? Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Perag e lavar he‐man gwall‐gomzou evel‐se? Piou a hell pardoni ar pec’hejou nemed Doue hep‐ken? |
Me eo an hini a ziverk da zisentidigezh abalamour din-me, ha ne'm bo ken soñj eus da bec'hedoù.
D'an Aotrou hon Doue eo an drugarez hag ar pardon, rak ni a zo en em savet a-enep dezhañ.
Piv a zo un Doue heñvel ouzhit, hag a bardon an direizhder hag a dremen dreist pec'hed an nemorant eus e hêrezh? Ne vir ket da viken e gounnar, rak trugarez a blij dezhañ.
Neuze ar beleg-meur a rogas e zilhad en ur lavarout: Touet en deus! Da betra hon eus mui ezhomm a destoù? Setu, klevet hoc’h eus e ledoued.
Klevet hoc’h eus al ledoued. Petra a soñjit a-se? Int holl neuze a varnas anezhañ evel din da vervel.
Jezuz, o vezañ anavezet raktal en e spered e lavarent evel-se enno o-unan, a lavaras dezho: Perak hoc’h eus ar soñjoù-se en ho kalonoù?
Neuze ar skribed hag ar farizianed en em lakaas da c’hrozmolat ha da lavarout: Piv eo hemañ hag a wallgomz? Piv a c’hell pardoniñ ar pec’hedoù, nemet Doue hepken?
Ar re a oa ouzh taol gantañ en em lakaas da lavarout enno o-unan: Piv eo hemañ hag a bardon zoken ar pec’hedoù?
Ar Yuzevien a respontas dezhañ: N’eo ket evit un ober mat e veinataomp ac’hanout, met evit ur gwallgomz: rak n’out nemet un den, hag en em rez Doue.
perak e lavarit e wallgomzan, me an hini en deus an Tad santelaet ha kaset er bed, abalamour ma em eus lavaret: Me eo Mab Doue?