La Biblia Online

Anuncios


Toda la Biblia A.T. N.T.




Sant Marc 2:1 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

Un nebeud devezhioù goude, Jezuz a zistroas da Gafarnaoum hag e voe klevet e oa en ti.

Ver Capítulo

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

Eun neubeut deveziou goude, Jesus a zeuaz adare da Gapernaüm, ha kerkent ha ma oe klevet e oa en ti,

Ver Capítulo



Sant Marc 2:1
13 Referencias Cruzadas  

O vezañ kuitaet Nazared, e teuas da chom e Kafarnaoum, kêr arvorek war harzoù Zabulon ha Neftali,


O vezañ aet en ur vag, e treuzas ar mor hag e teuas en e gêr.


Met an den-mañ, o vezañ aet kuit, en em lakaas da zisklêriañ uhel an dra ha da skuilhañ ar vrud a gement-se, en hevelep doare ma ne c’helle mui Jezuz mont e kêr dirak an holl. Met en em zalc’he er-maez e lec’hioù a-du, hag a bep tu e teued d’e gavout.


Kerkent en em zastumas kement a dud eno, en doare na oa ket a lec’h a-walc’h dirak an nor evit o derc’hel. Eñ a brezege dezho ar ger.


Ar bobl en em zastumas a-nevez, en hevelep doare ma ne c’hellent ket zoken kemer o fred.


Pa voe aet en ti, goude bezañ kuitaet ar bobl, e ziskibien a c’houlennas outañ petra oa ar barabolenn-se.


O vont ac’hano, ez eas da gostezioù Tir ha Sidon. O vezañ aet en un ti, e felle dezhañ na ouije den kement-se, met ne c’hellas ket chom kuzhet.


Pa voe aet en ti, e ziskibien a c’houlennas digantañ a-du: Perak n’hon eus ket gallet kas kuit anezhañ?


Eñ a lavaras dezho: Hep mar e lavarot din ar c’hrennlavar-mañ: Medisin, en em yac’ha da-unan. Gra ivez amañ, en da vro, kement hon eus klevet ac’h eus graet e Kafarnaoum.


Ha setu, e teuas tud a zouge war ur gwele un den seizet, hag e klaskjont mont en ti hag e lakaat dirazañ.


O vezañ anavezet penaos Jezuz a oa deuet eus Judea da C’halilea, ez eas d’e gavout hag e pedas anezhañ da ziskenn evit yac’haat e vab, rak mont a rae da vervel.


Pa voe klevet an trouz-se, ul lod bras a dud en em zastumas, hag e voent saouzanet dre ma kleve pep hini anezho o komz en e yezh e-unan.