Sant Marc 14:38 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Beilhit ha pedit evit na gouezhot ket en temptadur, ar spered a zo buan met ar c’hig a zo dinerzh. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Beillit ha pedit, gant aoun da gweza en dentation; ar spered a zo pront, mes ar c’hig a zo sempl. |
Beilhit ha pedit evit na gouezhot ket en temptadur, ar spered a zo buan met ar c’hig a zo dinerzh.
ha n’hon lez ket da gouezhañ en temptadur, met hon diwall diouzh an droug, rak dit eo ar ren, ar galloud hag ar gloar da viken. Amen.
Dont a reas hag o c’havas kousket, hag e lavaras da Bêr: Simon, kousket a rez! Ne’c’h eus ket gallet beilhañ un eur?
Beilhit eta ha pedit e pep amzer, evit ma viot kavet din da dec’hout diouzh an holl draoù-se a dle c’hoarvezout, ha da badout dirak Mab an den.
hag e lavaras dezho: Perak e kouskit? Savit ha pedit evit na gouezhot ket en temptadur.
Rak ar c’hig en deus c’hoantoù a-enep ar Spered, hag ar Spered en deus re a-enep ar c’hig, an daou a zo kontrol an eil d’egile en hevelep doare ma ne rit ket an traoù a fellfe deoc’h.
Evel-se, re garet-mat, evel ma hoc’h eus atav sentet, nann hepken dirazon met bremañ muioc’h c’hoazh pa’z on ezvezant, labourit d’ho silvidigezh gant doujañs ha krenadenn,
Bezit poellek, beilhit, rak hoc’h enebour an diaoul a dro war ho tro evel ul leon o yudal, o klask piv a c’hello lonkañ.
Abalamour ma ec’h eus miret ger va dalc’husted, me va-unan a viro ac’hanout en eur an temptadur a dle dont war ar bed holl evit amprouiñ ar re a chom war an douar.