Ur vroad a oa gwasket gant ur vroad all, hag ur gêr gant ur gêr all, rak Doue a drubuilhe anezho dre bep seurt enkrezioù.
Sant Marc 13:8 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Rak ur vroad a savo a-enep ur vroad all hag ur rouantelezh a-enep ur rouantelezh all, hag e vo krenoù-douar e meur a lec’h, naonegezhioù ha trubuilhoù. An traoù-mañ a vo ar penn-kentañ eus ar gloazioù. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Rag sevel a rai eur bobl a‐enep eur bobl all, hag eur rouantelez a‐enep eur rouantelez all; ha beza e vezo krenamanchou‐douar e meur a leac’h ha kernez, ha trubuil. An traou‐ze a zo ar gommansamant euz ar poaniou. |
Ur vroad a oa gwasket gant ur vroad all, hag ur gêr gant ur gêr all, rak Doue a drubuilhe anezho dre bep seurt enkrezioù.
Atizañ a rin an Ejipsian a-enep an Ejipsian, hag e stourmint, pep hini a-enep e vreur, pep hini a-enep e amezeg, kêr a-enep kêr, rouantelezh a-enep rouantelezh.
Gweladennet e vi gant AOTROU an armeoù, gant kurunoù, krenioù-douar, trouz bras, korventenn, arnev, flamm un tan loskus.
Hag e lavarjont dezhañ: Evel-henn e komz Ezekiaz: An deiz-mañ a zo un deiz a enkrez, a gastiz hag a zismegañs. rak ar vugale a zo deuet betek ar poent da vezañ ganet, met n'eus ket a nerzh da wilioudiñ.
Petra a lavari pa gastizo ac'hanout? Te da-unan ac'h eus desket dezho bezañ mistri warnout. Ar poanioù, ha ne grogint ket ennout evel ur vaouez o wilioudiñ?
Te hag a zo o chom el Liban, hag a ra da neizh er sedrez, pegement e klemmi pa zeuio warnout ar glac'har hag an enkrez, evel poan ur vaouez o wilioudiñ!
Evel-henn e komz AOTROU an armeoù: Setu e tremen an droug a vroad da vroad, hag ur gorventenn vras a savo eus pennoù an douar.
Klevet em eus evel kriadenn ur vaouez er poanioù, evel enkrez ur vaouez en he c'hentañ gwilioud, kriadenn merc'h Sion o huanadiñ, oc'h astenn he daouarn: A! Gwalleur din! Rak va ene a bleg dindan ar vuntrerien.
Damask a zo dinerzhet, treiñ a ra evit tec'hout, ar spont a gouezh warni, an enkrez hag ar glac'har a grog enni, evel ur vaouez o wilioudiñ.
Roue Babilon en deus klevet an trouz a gement-se, e zaouarn a zeu da vezañ laosk, an enkrez a grog ennañ, poanioù evel ur vaouez o wilioudiñ.
Klevet hon eus an trouz a gement-se, hon daouarn a zeu da vezañ laosk, an enkrez a grog ennomp, poanioù evel ur vaouez o wilioudiñ.
Diskar a rin tron ar rouantelezhioù, distrujañ a rin nerzh rouantelezhioù ar broadoù, diskar a rin ar c'hirri hag ar re a bign warno. Ar c'hezeg hag ar re a bign warno a vo taolet d'an traoñ, an eil dre gleze egile.
En deiz-se e c'hoarvezo ma vo en o zouez un drubuilh vras a-berzh an AOTROU. Kregiñ a raint an eil en dorn egile, hag e savint o daouarn an eil a-enep egile.
Pa glevot komz eus brezelioù ha brud eus brezelioù, na spontit ket rak ret eo e teufe an traoù-se. Met kement-se ne vo ket c’hoazh ar fin.
Met diwallit ouzhoc’h hoc’h-unan, rak ho kas a raint dirak al lezioù-barn hag ho skourjezañ a raint er sinagogennoù, mont a reot dirak ar c’houarnourien ha dirak ar rouaned abalamour din, evit reiñ testeni dirazo.
Unan anezho, anvet Agabuz, a savas hag a zisklêrias dre ar Spered e vije un naonegezh vras dre an douar holl, ar pezh a erruas e gwirionez dindan Glaoda-Kezar.
Rak pa lavarint: Peoc’h ha surentez! neuze un distruj buan a zeuio warno, evel ma c’hoarvez ar gwentloù gant ur wreg a zo brazez, ha ne dec’hint ket.
Dont a reas er-maez ur marc’h all liv tan. An hini a oa pignet warnañ en doa ar galloud da gas ar peoc’h kuit a-ziwar an douar ha d’ober ma en em lazhfe an dud an eil egile. Ur c’hleze bras a voe roet dezhañ.