Izaia 19:2 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned
2 Atizañ a rin an Ejipsian a-enep an Ejipsian, hag e stourmint, pep hini a-enep e vreur, pep hini a-enep e amezeg, kêr a-enep kêr, rouantelezh a-enep rouantelezh.
Neuze pobl Israel en em lodennas e daou du: un hanter eus ar bobl a yae war-lerc'h Tibni mab Ginad evit e lakaat da roue, hag an hanter all war-lerc'h Omri.
Ar broadoù o deus anavezet da vezh, ha da griadenn a leugn an douar, rak da re greñv o deus strebotet an eil war egile, hag o-daou int kouezhet a-gevret.
Ra ne zinerzho ket ho kalon, ha n'ho pet ket aon rak ar c'heleier a vo klevet er vro. Rak er bloaz-mañ e teuio un trouz, hag er bloaz war-lerc'h un trouz all. Taerder e vo er vro, rener a-enep rener.
Rak a-raok an deizioù-se ne oa gopr ebet evit an den, na gopr ebet evit al loen; hag evit ar re a yae hag a zeue ne oa peoc'h ebet en abeg d'an enebour, dre ma kasen an holl dud an eil a-enep egile.
Jezuz, oc’h anavezout o soñjezonoù, a lavaras dezho: Pep rouantelezh dizunanet ganti hec’h-unan a zeuio da netra, ha pep kêr pe pep tiegezh dizunanet gantañ e-unan ne c’hello ket padout.
An tri c'hant den a sonas c'hoazh gant ar shofaroù, hag an AOTROU a droas pep hini a-enep e genseurt, dre an holl gamp. Tud ar c'hamp a dec'has betek Bet-Shitta, betek Zerera, betek ribl Abel-Mehola ha betek Tabbad.
Saül hag an holl bobl a oa gantañ a voe dastumet, hag ez ejont betek lec'h an emgann, ha setu, ar Filistined o doa tennet ar c'hleze an eil a-enep egile, en ur spontadeg bras-meurbet.