La Biblia Online

Anuncios


Toda la Biblia A.T. N.T.




Sant Marc 12:32 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

Ar skrib a lavaras dezhañ: Mat eo, Mestr, lavaret ec’h eus gant gwirionez n’eus nemet un Doue ha n’eus hini all ebet nemetañ,

Ver Capítulo

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

Hag ar Scrib a respontaz dezhan: Mestr, komzet mad ec’h euz, ha gant gwirionez ec’h euz lavaret penaos n’euz nemed eun Doue hep‐ken, ha penaos n’euz Doue all e‐bed nemethan;

Ver Capítulo



Sant Marc 12:32
13 Referencias Cruzadas  

N'ho pet ket aon ha na vezit ket spontet. Ha ne'm eus ket e roet da anavezout dit ha kemennet abaoe pell 'zo? C'hwi a zo va zestoù: Hag-eñ ez eus un doue estregedon? N'eus ket ur roc'h all, n'anavezan ket unan all.


Evel-henn e komz an AOTROU: Labour an Ejipt, gounid an Etiopia, ar re ventek eus Seba, a dremeno etrezek ennout hag a vo dit. Kerzhout a raint war da lerc'h, hag e tremenint chadennet, hag e stouint dirazout, hag ec'h aspedint ac'hanout: Doue n'en em gav nemet ganit, n'eus doue all ebet.


Rak evel-henn e komz an AOTROU, an hini en deus graet an neñvoù, eñ an Doue en deus stummet an douar, hag e c'hraet hag e ziazezet, ha n'eo ket bet graet evit bezañ goullo met stummet evit kaout annezidi: Me eo an AOTROU, n'eus ket unan all.


Ho pet soñj eus traoù kentañ an amzer gozh, rak me a zo Doue ha n'eus ket un doue all, n'eus hini ebet eveldon.


Jezuz a respontas dezhañ: Ar c’hentañ eus an holl c’hourc’hemennoù eo: Selaou Israel, an Aotrou hon Doue eo an Aotrou hepken,


ha penaos karout anezhañ eus e holl galon, eus e holl soñj, eus e holl ene, eus e holl nerzh, ha karout e nesañ eveltañ e-unan a zo mui eget an holl loskaberzhoù hag ar sakrifisoù.


Diskouezet eo bet dit evit ma'c'h anavezi penaos eo Doue an AOTROU, ha n'eus hini all ebet nemetañ.


Gouez eta hiziv ha merk ez kalon penaos eo Doue an AOTROU, d'an nec'h en neñv ha d'an traoñ war an douar, ha n'eus hini all ebet nemetañ,


Ne'z po ket doueoù all dirazon.


Selaou, Israel! An AOTROU hon Doue a zo an AOTROU hepken.