Ha mintin mat e savjont hag ez ejont etrezek gouelec'h Tekoa. Hag evel ma'z aent, Jozafad en em zalc'has eno hag a lavaras: Juda ha tud Jeruzalem, selaouit-me! Kredit en AOTROU ho Toue, hag e viot e surentez. Kredit e brofeded, hag e reot berzh.
Sant Marc 11:22 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Jezuz, o respont, a lavaras: Ho pet ar feiz eus Doue. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Ha Jesus, o respont, a lavaraz dezhe: Ho pezet feiz en Doue; |
Ha mintin mat e savjont hag ez ejont etrezek gouelec'h Tekoa. Hag evel ma'z aent, Jozafad en em zalc'has eno hag a lavaras: Juda ha tud Jeruzalem, selaouit-me! Kredit en AOTROU ho Toue, hag e viot e surentez. Kredit e brofeded, hag e reot berzh.
Kêrbenn Efraim eo Samaria, penn Samaria eo mab Remalia. Ha ma ne gredit ket, ne badot ket.
Hag eñ a lavaras: Deus! Pêr a ziskennas eus ar vag hag a gerzhas war an doureier evit mont da gavout Jezuz.
Abalamour d’ho tiskredoni eo, a lavaras Jezuz dezho. Me a lavar deoc’h e gwirionez, mar ho pije feiz kement hag ur c’hreunenn sezo, e lavarfec’h d’ar menez-se: Kae ac’hann aze, hag ez afe. Netra ne vefe dibosupl deoc’h.
Jezuz a respontas dezho: Me a lavar deoc’h e gwirionez, mar ho pije feiz ha ma ne ziskredjec’h ket, n’eo ket hepken ar pezh a zo bet graet d’ar wezenn-fiez e rajec’h, met pa lavarjec’h d’ar menez-se: Sav alese hag en em daol er mor, kement-se en em raje.
o vezañ bet sebeliet gantañ dre ar vadeziant, ennañ ivez oc’h adsavet a varv dre ar feiz e galloud Doue en deus e adsavet a-douez ar re varv.
Paol, servijer Doue hag abostol Jezuz-Krist evit feiz ar re zibabet gant Doue hag evit anaoudegezh ar wirionez a zo hervez doujañs-Doue,