Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Sant Marc 9:23 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

23 Jezuz a lavaras dezhañ: Mar gellez krediñ, pep tra a zo posupl d’an hini a gred.

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

23 Jesus a lavaraz: Mar gellez credi, pep tra a zo possubl d’an hini a gred.

Ver Capítulo Copiar




Sant Marc 9:23
12 Referencias Cruzadas  

Ha mintin mat e savjont hag ez ejont etrezek gouelec'h Tekoa. Hag evel ma'z aent, Jozafad en em zalc'has eno hag a lavaras: Juda ha tud Jeruzalem, selaouit-me! Kredit en AOTROU ho Toue, hag e viot e surentez. Kredit e brofeded, hag e reot berzh.


Hag eñ a lavaras: Deus! Pêr a ziskennas eus ar vag hag a gerzhas war an doureier evit mont da gavout Jezuz.


Abalamour d’ho tiskredoni eo, a lavaras Jezuz dezho. Me a lavar deoc’h e gwirionez, mar ho pije feiz kement hag ur c’hreunenn sezo, e lavarfec’h d’ar menez-se: Kae ac’hann aze, hag ez afe. Netra ne vefe dibosupl deoc’h.


Rak me a lavar deoc’h e gwirionez, penaos piv bennak a lavaro d’ar menez-se: Sav alese hag en em daol er mor, ha kement-se hep argrediñ en e galon, met en ur grediñ e c’hoarvezo, ar pezh a lavar a vo roet dezhañ.


Alies en deus e daolet en tan hag en dour evit e lakaat da vervel. Met mar gellez un dra bennak, sikour ac’hanomp, az pez truez ouzhimp.


Kerkent tad ar bugel a grias gant daeroù: Me a gred, Aotrou! Sikour ac’hanon em diskredoni!


An Aotrou a lavaras: Mar ho pije feiz kement hag ur c’hreunenn sezo, e lavarfec’h d’ar wezenn-sikomor-se: En em ziwrizienn alese hag en em blant er mor, hag e sentfe ouzhoc’h.


Jezuz a lavaras dezhi: Ha ne’m eus ket lavaret dit penaos mar kredez, e weli gloar Doue?


Selaou a rae Paol o komz. Hemañ, o sellout gant evezh outañ, a welas en doa ar feiz evit bezañ yac’haet


Hogen ne c’heller ket bezañ kavet plijus gantañ hep ar feiz, rak ret eo d’an hini a dosta ouzh Doue krediñ ez emañ hag e teu da vezañ ar gopraer eus ar re a glask anezhañ.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos