Ha mintin mat e savjont hag ez ejont etrezek gouelec'h Tekoa. Hag evel ma'z aent, Jozafad en em zalc'has eno hag a lavaras: Juda ha tud Jeruzalem, selaouit-me! Kredit en AOTROU ho Toue, hag e viot e surentez. Kredit e brofeded, hag e reot berzh.
Gwalleur da gurunenn lorc'hus mezvierien Efraim, d'ar bleuñv gweñvet a zo e wiskamant kaerañ hag a zo a-us da draonienn strujus an dud mezevellet gant gwin.
Dre-se, evel ma lonk an tan ar plouz, hag evel ma kuzum ar flamm ar geot sec'h, o gwrizienn a zeuio da vezañ evel breinadur, hag o bleunienn a yelo kuit evel poultr, rak taolet o deus kuit lezenn AOTROU an armeoù, ha disprizet o deus ger Sant Israel.
ha lavar dezhañ: Laka evezh ha chom sioul, na'z pez ket aon, ra n'en em c'hlac'haro ket da galon dirak an daou bennad glaouenn vogedus-se, dirak ar gounnar ruz eus Rezin, eus Siria hag eus mab Remalia,
Azaria mab Hoshea ha Johanan mab Kareak, hag an holl dud lorc'hus, a lavaras da Jeremiaz: Lavarout a rez gevier, an AOTROU hon Doue n'en deus ket kaset ac'hanout evit lavarout: N'it ket d'an Ejipt da chom eno.
Kement-se holl en abeg da bec'hed Jakob, en abeg da bec'hedoù ti Israel. Pehini eo pec'hed Jakob? Ha n'eo ket Samaria? Pere eo uhellec'hioù Juda? Ha n'int ket Jeruzalem?
Hogen ne c’heller ket bezañ kavet plijus gantañ hep ar feiz, rak ret eo d’an hini a dosta ouzh Doue krediñ ez emañ hag e teu da vezañ ar gopraer eus ar re a glask anezhañ.
an hini a gred e Mab Doue en deus an testeni-mañ ennañ e-unan; an hini na gred ket Doue a ra anezhañ gaouiat, peogwir ne gred ket d’an testeni en deus roet Doue diwar-benn e Vab.