He difontañ a reas, hag e lamas kuit ar vein, hag e plantas skodoù-gwini a-zibab, hag e savas un tour en he c'hreiz, hag e kleuzias enni ur veol. Gortoz a rae e rofe rezin, met blokadoù gouez a roas.
Sant Marc 11:13 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned O welout a-bell ur wezenn-fiez he doa delioù, ez eas evit gwelout hag-eñ e kavje un dra bennak enni. Hag o vezañ tostaet, ne gavas nemet delioù, rak ne oa ket mare ar fiez. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Hag o velet a‐ziabell eur vezen‐fiez hag he doa deliou, ez eaz da velet hag hen a gavche eun dra‐benag enhi; mes pa dostaaz outhi, ne gavaz netra nemed deliou; rag ne oa ket amzer ar fiez. |
He difontañ a reas, hag e lamas kuit ar vein, hag e plantas skodoù-gwini a-zibab, hag e savas un tour en he c'hreiz, hag e kleuzias enni ur veol. Gortoz a rae e rofe rezin, met blokadoù gouez a roas.
Gwinienn AOTROU an armeoù eo ti Israel, ha tud Juda eo e blantenn blijus. Gortoz a rae eeunder ha setu gwad skuilhet, ar reizhder ha setu garmadeg!
O welout ur wezenn-fiez war an hent, e tostaas outi, met ne gavas enni nemet delioù, hag e lavaras dezhi: Ra ne zeuio biken frouezh ac’hanout! Raktal ar wezenn-fiez a sec’has.
Neuze Jezuz, o kemer ar gomz, a lavaras dezhañ: Ra ne zebro biken den eus da frouezh. Hag e ziskibien a glevas kement-se.
Erruout a reas ma tiskennas ur beleg dre an hent-se hag, o vezañ gwelet an den, a dremenas e-biou.
Mont a reas eta hag e teuas da dañvouezañ en ur park war-lerc'h ar vederien. Hag e c'hoarvezas e oa al lodenn bark-se da Voaz, an hini a oa eus tiegezh Elimelek.
Neuze e sellot. Mar pign etrezek Bet-Shemesh, dre hent an harz, eo an AOTROU an hini en deus graet deomp an droug bras-se. Ma ne ra ket, e ouezimp n'eo ket e zorn en deus skoet warnomp, met eo c'hoarvezet kement-mañ ganeomp dre zarvoud.