reiñ a rin ul lec'h da'm fobl Israel hag e plantin anezho, hag e vint o chom el lec'h-se, ha ne vint ken dilec'hiet; mibien an direizhder ne c'hlac'harint ken anezho evel diagent,
An AOTROU a lavaras: Gwelet em eus enkrez va fobl a zo en Ejipt, klevet em eus ar garm a laoskont abalamour d'o gwaskerien, rak anavezout a ran o glac'haroù.
Goude-se ez on en em lakaet da sellout ouzh an holl waskerezhioù a vez graet dindan an heol. Ha setu, ar re wasket a skuilh daeroù, ha n'o deus frealzer ebet. An nerzh a zo e tu ar re o gwask, met evito n'eus frealzer ebet.
Adalek sol an troad betek ar penn n'eus netra yac'h, n'eus nemet gloazioù, bloñsoù ha goulioù bev, ha n'int ket bet louzaouet, na paket, na dousaet gant eoul.
En abeg da-se evel-henn e komz Sant Israel: Peogwir e taolit kuit ar gomz-mañ, evit kaout fiziañs en taerder hag er fallagriezh, evit en em harpañ war an traoù-mañ,
He difontañ a reas, hag e lamas kuit ar vein, hag e plantas skodoù-gwini a-zibab, hag e savas un tour en he c'hreiz, hag e kleuzias enni ur veol. Gortoz a rae e rofe rezin, met blokadoù gouez a roas.
Den na c'halv evit ar reizhder, den na erbed evit ar wirionez, fiziout a reont e traoù disneuz hag e lavaront traoù aner, koñseviñ a reont an droug hag e c'hanont poanioù.
Evel ma timez un den yaouank gant ur werc'hez, da vibien a zimezo ganit, hag evel ma laouena an den nevez en e wreg yaouank, da Zoue a laouenaio ennout.
Unan eus ar paneroù he doa fiez mat-kenañ, evel ma'z eo fiez an dastum kentañ, hag ar baner all he doa fiez gwall fall, na c'helle ket bezañ debret, ken fall ma oant.
Pobl ar vro o deus en em roet d'ar gwaskerezh, graet o deus laeroñsi, mac'het o deus ar glac'haret hag ar paour, gwasket o deus an diavaeziad a-enep pep reizhder.
Israel a zo ur winienn c'houllo a zoug kalz a frouezh evitañ e-unan. Hervez fonnuster e frouezh en deus lieskementet an aoterioù, hervez madelezh e zouar en deus kaeraet e beulioù.
Disklêriet en deus dit, o den, ar pezh a zo mat, hag ar pezh a c'houlenn an AOTROU diganit, nemet ober ar pezh a zo reizh, karout an drugarez, ha kerzhout izelek gant da Zoue.
Perak e rez din gwelout an drougiezh, hag e sellez ouzh ar fallentez? Rak ar gwaskerezh hag an taerder a zo dirazon. Bez' ez eus enebiezhoù, hag an dizunvaniezh en em sav.
An AOTROU da Zoue a zo ez kreiz, ar Galloudeg az saveteo. Laouen e vo en abeg dit eus ul levenez brasañ, ober a raio peoc'h en e garantez, laouenaet e vo diwar da benn gant ur c'han tridus.
Gwalleur deoc’h, skribed ha farizianed pilpouzed! Abalamour ma paeit an deog war ar vent, war an aned ha war ar c’houmin, hag e lezit a-gostez ar pezh a zo ar muiañ talvoudek el lezenn, ar reizhder, an drugarez hag ar feiz. Ar re-se a oa an traoù a dleec’h d’ober, hep koulskoude dilezel ar re all.
Diwall da vezañ ur soñj ez kalon drouk ha ma lavarfe: Emañ ar seizhvet bloaz o tostaat, ar bloavezh-ehan! Diwall da vezañ ul lagad didruez e-keñver da vreur paour evit tremen hep reiñ netra dezhañ. Krial a rafe etrezek an AOTROU a-enep dit, hag e vefe ur pec'hed evidout.
Setu, gopr al labourerien o deus medet en ho parkeier hag hoc’h eus dalc’het a gri, ha kriadennoù ar vederien a zo deuet betek divskouarn Aotrou an armeoù.