Levr Rud 2:3 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned
3 Mont a reas eta hag e teuas da dañvouezañ en ur park war-lerc'h ar vederien. Hag e c'hoarvezas e oa al lodenn bark-se da Voaz, an hini a oa eus tiegezh Elimelek.
An den yaouank a gelaoue anezhañ a respontas: En em gavout a raen dre zarvoud war venez Gilboa, ha setu Saül en em harpe war e c'hoaf, ha setu ar c'hirri hag ar varc'hegerien a oa tost d'e dapout.
Neuze en em gavas eno un den drouk anvet Sheba mab Bikri, ur Benjaminad, a sonas er shofar hag a lavaras: Ni n'hon eus lod ebet gant David, nag a hêrezh gant mab Jese. Israel, pep hini d'e deltennoù!
Evel ma tisklêrie d'ar roue penaos en doa adroet ar vuhez da unan marv, setu ar vaouez m'en doa adroet ar vuhez d'he mab, a zeuas da bediñ ar roue diwar-benn he zi hag he farkeier. Gehazi a lavaras: O roue va aotrou, setu amañ ar vaouez, ha setu amañ he mab, en doa adroet Elizea e vuhez dezhañ!
Rud, ar plac'h eus Moab, a lavaras da Naomi: Lez ac'hanon da vont d'ar parkeier ha da zastum tañvouez war-lerc'h an hini a gavfen trugarez ouzh e zaoulagad. Hi a lavaras: Kae va merc'h!