E anavezet em eus evit ma c'hourc'hemenno d'e vibien ha d'e diegezh war e lerc'h mirout hent an AOTROU, en ur ober kement a zo reizh hag eeun, evit ma lakaio an AOTROU da zont war Abraham ar pezh en deus lavaret anezhañ.
Evel-henn e komz AOTROU an armeoù, Doue Israel: Lavaret e vo c'hoazh ar gomz-mañ e bro Juda hag en he c'hêrioù, pa em bo degaset en-dro o re zalc'het: Ra'z pennigo an AOTROU, o chomlec'h ar reizhder ha menez ar santelezh!
An ael o vezañ aet el lec’h ma oa, a lavaras dezhi: Da saludiñ a ran, te hag a zo bet resevet en gras. An Aotrou a zo ganit. Benniget out e-touez ar gwragez.
Ar re o deus kredourien da vistri ra ne zisprizint ket anezho war digarez ez int breudeur, met ra servijint anezho gwelloc’h abalamour ma’z int kredourien ha re garet-mat, ha m’en em lakaont d’ober vat dezho. Desk an traoù-se hag ali anezho.
Ma ne blij ket deoc'h servijañ an AOTROU , dibabit hiziv piv a fell deoc'h servijañ, pe an doueoù o deus servijet ho tadoù en tu all d'ar stêr, pe doueoù an Amoreaned, emaoc'h o chom en o bro. Me ha va ziegezh a servijo an AOTROU .
Mont a reas eta hag e teuas da dañvouezañ en ur park war-lerc'h ar vederien. Hag e c'hoarvezas e oa al lodenn bark-se da Voaz, an hini a oa eus tiegezh Elimelek.
An holl bobl a oa ouzh an nor, hag an henaourien a lavaras: Ni a zo testoù! Ra lakaio an AOTROU ar wreg a ya ez ti heñvel ouzh Rachel hag ouzh Lea, o deus savet o-div ti Israel! Bleugn en Efrata, ha ra vo brudet da anv e Betlehem!
David a lavaras c'hoazh: An AOTROU hag en deus va dieubet eus pav al leon hag eus pav an arzh, am dieubo eus dorn ar Filistin-se. Neuze Saül a lavaras da Zavid: Kae, ha ra vo an AOTROU ganit.