La Biblia Online

Anuncios


Toda la Biblia A.T. N.T.




Sant Lucas 9:16 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

Eñ a gemeras ar pemp bara hag an daou besk hag, o sellout etrezek an neñv, o bennigas, o zorras hag o roas d’an diskibien, evit m’o rojent d’ar bobl.

Ver Capítulo

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

Neuze Jesus a gemeraz ar pemp bara hag an daou besk, hag o sevel he zaou‐lagad var‐zu an env, e vennigaz anezhe, hag ho zoraz, hag ho roaz d’he ziskibien, evit ho lakaad dirag ar bobl.

Ver Capítulo



Sant Lucas 9:16
16 Referencias Cruzadas  

Hag e c’hourc’hemennas d’ar bobl azezañ war ar geot, kemer a reas ar pemp bara hag an daou besk hag, o sevel e zaoulagad etrezek an neñv, e vennigas, e torras ar baraoù hag o roas d’e ziskibien, hag an diskibien d’ar bobl.


e kemeras ar seizh bara hag ar pesked hag e trugarekaas, o zorras hag o roas d’e ziskibien, hag an diskibien d’ar bobl.


O sevel e zaoulagad etrezek an neñv, e huanadas hag e lavaras: Effata! da lavarout eo: Digor!


Neuze e kemeras bara hag, o vezañ trugarekaet, e torras anezhañ hag en roas dezho o lavarout: Hemañ eo va c’horf hag a zo roet evidoc’h, grit kement-mañ en eñvor ac’hanon.


Evel ma oa ouzh taol ganto, e kemeras ar bara hag e trugarekaas. O vezañ e dorret, e roas anezhañ dezho.


Evel-se e rejont, o lakajont holl da azezañ.


Debriñ a rejont holl hag o doe a-walc’h, hag e kasjont ganto daouzek panerad eus an tammoù a oa manet.


Jezuz a gemeras ar baraoù hag, o vezañ trugarekaet, o roas d’an diskibien, hag an diskibien d’ar re a oa azezet, hag en hevelep doare gant ar pesked, kement ha ma fellas dezho.


Met bagoù all, o tont eus Tiberiaz, a erruas tost d’al lec’h m’o doa debret ar bara goude m’en doe an Aotrou trugarekaet.


Goude bezañ lavaret kement-se, e kemeras bara hag, o vezañ trugarekaet Doue dirazo holl, e dorras hag en em lakaas da zebriñ.


An hini a laka kemm etre an deizioù, a laka kemm abalamour d’an Aotrou, hag an hini na laka kemm etrezo, na laka kemm abalamour d’an Aotrou. An hini a zebr, a zebr abalamour d’an Aotrou, rak trugarekaat a ra Doue, hag an hini na zebr ket, na zebr ket abalamour d’an Aotrou, ha trugarekaat a ra Doue.


Mar debran en ur drugarekaat, perak e vefen tamallet evit un dra a drugarekaan evitañ?


hag, o vezañ trugarekaet, a dorras anezhañ hag a lavaras: Kemerit, debrit, hemañ eo va c’horf hag a zo torret evidoc’h, grit kement-mañ en eñvor ac’hanon.


Pa viot aet e-barzh kêr, e kavot anezhañ a-raok ma pigno d'an uhellec'h evit debriñ, rak ar bobl ne zebro ket ken na vo deuet, ha ken n'en devo benniget an aberzh. Goude-se ar re a zo pedet a zebro dioutañ. Pignit eta, hag e gavout a reot bremañ.