Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Sant Lucas 9:16 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

16 Neuze Jesus a gemeraz ar pemp bara hag an daou besk, hag o sevel he zaou‐lagad var‐zu an env, e vennigaz anezhe, hag ho zoraz, hag ho roaz d’he ziskibien, evit ho lakaad dirag ar bobl.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

16 Eñ a gemeras ar pemp bara hag an daou besk hag, o sellout etrezek an neñv, o bennigas, o zorras hag o roas d’an diskibien, evit m’o rojent d’ar bobl.

Ver Capítulo Copiar




Sant Lucas 9:16
16 Referencias Cruzadas  

Ha goude beza gourc’hemenet d’ar bobl azeza var ar yeot, e kemeraz ar pemp bara hag an daou besk, hag en eur zevel he zaou‐lagad etrezeg an env, e rentaz grasou; hag o veza torret anezhe, e roaz ar baraou d’he ziskibien, hag an diskibien, ho roaz d’ar bobl.


Hag e kemeraz ar seiz bara hag ar pesked, hag o veza rentet grasou, e torraz anezhe, hag ho roaz d’he ziskibien, hag an diskibien ho roaz d’ar bobl.


Neuze, o sevel he zaou‐lagad etrezeg an env, ec’h huanadaz hag e lavaraz dezhan: Effatah, da lavaret eo, Digor.


Neuze e kemeraz bara, hag o veza rentet grasou, hen toraz hag hen roaz dezhe, en eur lavaret: He‐man eo va c’horf, pehini a zo roet evidoc’h; grit kement‐man en memor ac’hanoun.


Ha pa edo ganthe ouz taol, e kemeraz bara, hag e rentaz grasou; hag, o veza torret anezhan, hen roaz dezhe.


Hag e rejont evel‐se, hag e lekejont an holl da azeza.


Dibri a rejont holl, gwalc’h ho c’halon, hag e oe dastumet an tammou choumet en ho dileac’h, hag e oe daouzec panerad anezhe.


Ha Jesus a gemeraz ar baraou, ha goude beza rentet grasou, e tistribuaz anezhe d’an diskibien, hag an diskibien ho distribuaz d’ar re a oa azezet; ober a rejont kement all gant ar pesked, hag ho doe kement ha ma karient.


(koulskoude bagou all a oa erruet euz a Diberiad, tost d’al leac’h en pehini ho doa debret bara, goude m’hen doe an Aotrou rentet grasou);


Goude beza lavaret kement‐se, e kemeraz bara, hag e rentaz grasou da Zoue, dirag an holl; hag o veza torret anezhan, en em lekeaz da zebri.


An hini a observ an deveziou, a observ anezhe, abalamour d’an Aotrou; hag an hini na observ ket anezhe, n’ho observ ket, abalamour d’an Aotrou; an hini a zebr a bep seurt, a zebr, en doujans an Aotrou, rag trugarekaad a ra Doue; hag an hini na zebr ket a bep seurt, evit an Aotrou eo ne zebr ket, hag e rent ive grasou da Zoue.


Ha mar debran gant action a c’hras, perag e vezin‐me tamallet deuz eun dra evit pehini e rentan grasou.


hag o veza rentet grasou, e torraz anezhan, hag e lavaraz: Kemerit, debrit; he‐man eo va c’horf, pehini a zo torret evidoc’h; grit kement‐man en memor ac’hanoun.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos