Sant Lucas 9:11 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned
Ar bobl, o vezañ klevet-se, en heulias. Eñ a zegemeras anezho hag a gomzas outo diwar-benn rouantelezh Doue. Yac’haat a reas ivez ar re o doa ezhomm da vezañ yac’haet.
Ar bobl, o veza klevet kement‐man, az eaz var he lerc’h, ha Jesus ho recevaz, hag a gomzaz dezhe euz a rouantelez Doue, hag e paree ar re ho doa ezom da veza pareet.
Spered an Aotrou AOTROU a zo warnon, setu perak en deus va olevet an AOTROU evit prezeg ar c'heloù mat d'ar beorien. Kaset en deus ac'hanon evit yac'haat ar re o deus ar galon flastret, evit embann an dieubidigezh d'ar re zalc'het hag ar frankiz d'ar re doullbac'het,
Pehini anezho o-daou en deus graet bolontez e dad? Int a lavaras dezhañ: An hini kentañ. Jezuz a lavaras dezho: Me a lavar deoc’h e gwirionez, penaos ar bublikaned hag ar gisti ho tiaraog e rouantelezh Doue.
Respont a reas: Roet eo deoc’h da anavezout misterioù rouantelezh Doue, met d’ar re all eo komzet dre barabolennoù, evit o welout na welont ket, hag o klevout na gomprenont ket.
An ebestel, o vezañ distroet, a lavaras dezhañ kement o doa graet. O vezañ o c’hemeret a-du, en em dennas ganto en ul lec’h distro, tost ouzh ur gêr anvet Betsaida.
Evel ma’c’h izelae an deiz, an daouzek a dostaas outañ hag a lavaras dezhañ: Kas kuit ar bobl, evit ma’z aint er bourc’hioù hag er c’hêrioùigoù en-dro, da lojañ ha da brenañ boued, rak amañ emaomp en ul lec’h distro.
Penaos eta e c’halvint an hini n’o deus ket kredet ennañ? Ha penaos e kredint en hini n’o deus ket klevet diwar e benn? Ha penaos e klevint komz diwar e benn ma ne vez den da brezeg?