Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Mazhev 21:31 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

31 Pehini anezho o-daou en deus graet bolontez e dad? Int a lavaras dezhañ: An hini kentañ. Jezuz a lavaras dezho: Me a lavar deoc’h e gwirionez, penaos ar bublikaned hag ar gisti ho tiaraog e rouantelezh Doue.

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

31 Pe hini anezhe ho daou a reaz bolontez he dad? Hag e leverjont dezhan: Ar c’henta. Jesus a lavaraz dezhe: E gwirionez hen lavaran deoc’h, ar bublicaned hag ar merc’hed fall a ia araog deoc’h e rouantelez Doue.

Ver Capítulo Copiar

Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858

31 Péhani ag en deu‐zé e hras vennedigueah é dad? Ind e laras dehou: Er hetan. Jesus e laras dehai: E guirioné m’el lare d’oh penaus er bublikénèd hag er guistri hou tiarauguei é Ranteleah Doué.

Ver Capítulo Copiar




Mazhev 21:31
26 Referencias Cruzadas  

Da c'henoù a varn ac'hanout, n'eo ket me, da vuzelloù a zoug testeni a-enep dit.


Lavar dezho: Me a zo bev, eme an Aotrou AOTROU, ne gavan plijadur ebet e marv an den fall, met e distro an den fall diwar e hent, evit ma vevo. Distroit, distroit diwar hoc'h hent fall. Perak e varvfec'h, o ti Israel?


Rak piv bennak a ra bolontez va Zad a zo en neñvoù, hennezh eo va breur ha va c’hoar ha va mamm.


hag a lavaras: Me a lavar deoc’h e gwirionez, penaos ma ne zistroit ket ha ma ne zeuit ket heñvel ouzh bugale vihan, ne d-eot ket e rouantelezh an neñvoù.


Evel-se ar re ziwezhañ a vo ar re gentañ, hag ar re gentañ a vo ar re ziwezhañ. Rak kalz a zo galvet, met nebeut a zo dibabet.


Dont a reas ivez etrezek egile hag e lavaras an hevelep tra. Hag hemañ a respontas: Mont a ran, aotrou. Met ne d-eas ket.


Rak, me a lavar deoc’h e gwirionez, betek ma tremeno an neñv hag an douar, ne dremeno ket eus al lezenn un iota pe ur poentig a lizherenn, ken na vo peurc’hraet holl.


Rak ma ne garit nemet ar re ho kar, peseurt gopr ho po? Ha ne ra ket zoken ar bublikaned kement-se?


Pa bedez, na ra ket evel ar bilpouzed, rak e karont pediñ en o sav er sinagogennoù hag e kornioù ar straedoù, evit bezañ gwelet gant an dud. Me a lavar deoc’h e gwirionez, o deus o gopr.


Kement hini a lavar din: Aotrou, Aotrou, n’aio ket e rouantelezh an neñvoù, met ar re a ra bolontez va Zad a zo en neñvoù.


Pa’z eas Jezuz ac’hane, e welas un den anvet Mazhev, azezet e ti ar gwirioù, hag e lavaras dezhañ: Heuilh ac’hanon. Eñ, o vezañ savet, en heulias.


Me a lavar deoc’h, ez eus evel-se levenez dirak aeled Doue evit ur pec’her hepken hag en deus keuz.


Eñ a lavaras dezhañ: Servijer fall, da varn a rin dre da gomzoù da-unan. Gouzout a ouies ez on un den garv, a gemer e-lec’h na’m eus lakaet netra hag a ved e-lec’h na’m eus ket hadet.


Hag an holl dud o deus e glevet hag ar bublikaned o deus disklêriet reizhder Doue o vezañ bet badezet gant badeziant Yann.


Jezuz a respontas dezhañ: E gwirionez, e gwirionez, me a lavar dit, ma ne vez ket ganet un den eus an nec’h, ne c’hell ket gwelout rouantelezh Doue.


Jezuz a respontas: E gwirionez, e gwirionez, me a lavar dit, ma ne vez ket un den ganet a zour hag a Spered, ne c’hell ket mont e rouantelezh Doue.


Doue, o vezañ eta lezet an amzer a ziouiziegezh-se da dremen, a c’hourc’hemenn bremañ d’an holl dud en holl lec’hioù kaout keuz,


Hogen gouzout a reomp penaos kement a lavar al lezenn, en lavar d’ar re a zo dindan al lezenn, evit ma vo serret pep genoù ha ma vo ar bed holl lakaet dindan barnedigezh Doue.


Hogen al lezenn a zo deuet evit lakaat ar pec’hed da fonnañ; met e-lec’h m’en deus ar pec’hed fonnet, ar c’hras he deus dreistfonnet,


An Aotrou ne zaleo ket da gas da benn e bromesa evel ma ez eus lod a gred, met diskouez a ra pasianted en hor c’heñver, o vezañ na fell ket dezhañ ez afe den da goll met e teufe an holl d’ar geuzidigezh.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos