Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Mazhev 21:32 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

32 Rak Yann a zo deuet d’ho kavout dre hent ar reizhder, ha n’hoc’h eus ket kredet anezhañ. Met ar bublikaned hag ar gisti o deus kredet anezhañ. Ha c’hwi, goude bezañ gwelet kement-se, n’hoc’h eus ket bet keuz goude-se evit e grediñ.

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

32 Rag Ian a zo deuet d’ho kavout en hent ar justis, ha n’hoc’h euz ket credet anezhan; mes ar bublicaned hag ar merc’hed fall ho deuz credet anezhan; ha c’houi, o veza gwelet kementse, n’hoc’h ket distroet goude‐ze da gredi anezhan.

Ver Capítulo Copiar

Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858

32 Rac Yehan e zou deid d’hou gavouèt én hént ag er huirioné, ha n’hoès quet credet dehou: Mæs er bublikénèd hag er guistri en dès credet dehou: Ha hui goudé en dout guélet quement‐cé n’hoès quet bet a hæ, ha n’hoès quet credet dehou.

Ver Capítulo Copiar




Mazhev 21:32
19 Referencias Cruzadas  

Eno e vo un hent, ur wenodenn, a vo anvet hent ar santelezh, na dremeno ket drezañ an hini dic'hlan. Bez' e vo evito o-unan, hag ar re a gerzho en hent-se, zoken ar re ziskiant, n'en em ziankint ket.


Evel-henn e komz an AOTROU: En em zalc'hit war an hentoù ha sellit, klaskit ar gwenodennoù a-wechall; int eo an hent mat ha kerzhit warnañ, hag e kavot diskuizh d'hoc'h eneoù. Met lavarout a reont: Ne gerzhimp ket warno.


Rak Yann a zo deuet, hep debriñ nag evañ, hag e lavaront: Un diaoul a zo ennañ.


Badeziant Yann, a-belec’h e teue, eus an neñv pe eus an dud? Int a soñjas enno o-unan o lavarout: Mar lavaromp: Eus an neñv, e lavaro: Perak eta n’hoc’h eus ket kredet anezhañ?


Pehini anezho o-daou en deus graet bolontez e dad? Int a lavaras dezhañ: An hini kentañ. Jezuz a lavaras dezho: Me a lavar deoc’h e gwirionez, penaos ar bublikaned hag ar gisti ho tiaraog e rouantelezh Doue.


Rak ma ne garit nemet ar re ho kar, peseurt gopr ho po? Ha ne ra ket zoken ar bublikaned kement-se?


o reizhañ gant douster an enebourien, o c’hortoz ma roio Doue dezho ar geuzidigezh a zegaso anezho da anavezout ar wirionez,


Breudeur, diwallit n’en defe unan bennak ac’hanoc’h ur galon fall ha diskredik, hag na drofe kein d’an Doue bev.


Rak gwelloc’h e vefe bet dezho na anavezjent ket hent ar reizhder, eget goude bezañ e anavezet distreiñ diouzh ar gourc’hemenn santel a oa bet roet dezho.


Roet em eus amzer dezhi evit m’he defe keuz eus he gadaliezh, met n’eo ket fellet dezhi kaout keuz.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos