Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Sant Lucas 9:11 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

11 Ar bobl, o veza klevet kement‐man, az eaz var he lerc’h, ha Jesus ho recevaz, hag a gomzaz dezhe euz a rouantelez Doue, hag e paree ar re ho doa ezom da veza pareet.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

11 Ar bobl, o vezañ klevet-se, en heulias. Eñ a zegemeras anezho hag a gomzas outo diwar-benn rouantelezh Doue. Yac’haat a reas ivez ar re o doa ezhomm da vezañ yac’haet.

Ver Capítulo Copiar




Sant Lucas 9:11
21 Referencias Cruzadas  

Mes Jesus, o c’houzout kement‐se, a ieaz kuit ac’hane; ha kalz a dud a ieaz var he lerc’h, hag hen ho iac’heaz holl.


Ha pa deuaz Jesus ac’hane e velaz eur foul braz a dud; hag hen doe truez outhe, hag e iac’heaz ho c’hlanvourien.


Pe hini anezhe ho daou a reaz bolontez he dad? Hag e leverjont dezhan: Ar c’henta. Jesus a lavaraz dezhe: E gwirionez hen lavaran deoc’h, ar bublicaned hag ar merc’hed fall a ia araog deoc’h e rouantelez Doue.


Rag‐se hen lavaran deoc’h, rouantelez Doue a vezo lammet diganeoc’h, ha roet da eur bobl hag a roio ar frouez anezhi.


ar re ho doa naoun hen deuz karget a vadou, hag ar re binvidic hen deuz kasset kuit en goullo.


Ha Jesus, o komz outhe, a lavaraz: N’e ket ar re iac’h ho deuz ezom a vedeusin; mes ar re glanv eo.


Goude‐ze, Jesus a iea euz an eil kear hag euz an eil bourgaden d’eben, en eur brezeg hag en eur annons ar c’helou mad euz a rouantelez Doue; hag an daouzec a oa ganthan,


Hag hen a respontaz: Deoc’h‐hu eo bet roet da anaoud ar mysteriou euz a rouantelez Doue; mes d’ar re all ne gomzer a gement‐se nemed dre barabolennou, en hevelep doare ma velint heb gwelet, ha ma klevint heb compren.


Pa oa distro an ebestel, e lavarjont da Jesus kement ho doa great. Hag hen ho c’hemeraz ganthan, hag en em dennaz a‐gostez, en eul leac’h dezert, e‐kichen eur gear galvet Bethsaïda.


Pa oa an deiz o commans da izellaad, an daouzec a dostaaz outhan, hag e lever‐jont dezhan: Kas kuit ar bobl‐ze, evit ma’z aint er c’heariou ha var ar meziou tro‐var‐dro, da loja ha da gavoud boued; rag en eul leac’h dezert emaomp aman.


Hag e kassaz anezhe da brezeg rouantelez Doue, ha da iac’haad ar re glanv.


Jesus a lavaraz dezhe: Va boued‐me eo ober bolontez an hini hen deuz va digasset, ha peur‐ober he oeuvr.


Kement a ro an Tad d’in a zeuio d’am c’havoud, hag an hini a zeu d’am c’havoud na daolin ket anezhan er meaz.


o prezeg rouantelez Doue, hag o tesk an traou a zell ouz an Aotrou Jesus‐Christ, gant peb hardiegez hag heb ampechamant e‐bed.


Penaos eta e c’halvint‐hi an hini en pehini n’ho deuz ket credet? Ha penaos e credinthi en hini euz a behini n’ho deuz ket klevet komz? Ha penaos e klevint‐hi, ma ne vez den da brezeg?


Evel‐se eta, ar feiz a zeu euz ar pez a glever, hag ar pez a glever, a zeu euz a c’her Doue.


rag ar C’hrist ive n’eo ket en em blijet enhan he‐unan; mes evel ma’z eo scrivet: Dismegansou ar re a ra dismegans d’id, a zo kwezet varnoun‐me.


prezeg ar ger ha prezeg c’hoas, an amzer deread hag en amzer all, bez aketus da repren, da c’hourdrouz, da exhorti gant peb patianted, hag en eur gelen.


Tostaomp eta gant fizians ouz tron ar c’hras, evit ma recevimp trugarez, ha ma kavimp gras, evit beza sicouret en amzer ma vezo dleet.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos