Sant Lucas 8:47 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Neuze ar wreg, o welout ne oa ket bet kement-se kuzhet outañ, a zeuas en ur grenañ hag, oc’h en em deurel d’e dreid, e tisklêrias dirak ar bobl evit petra he doa stoket outañ ha penaos e oa bet yac’haet kerkent. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Ar vreg‐se, o velet ne oa ket bet kuzet kement‐man diouthan, a zeuaz en eur grena, hag oc’h en em deurel d’he dreid, e tiscleriaz dirag an holl, perag he doa touchet diouthan, ha penaos e oa bet pareet dioc’h‐tu. |
C'hwi holl hag a zouj Doue, deuit, selaouit, hag e tisklêrin ar pezh en deus graet da'm ene.
Rak an holl draoù-se, va dorn en deus graet anezho, hag an holl draoù-se a chom drezañ, eme an AOTROU. Met setu an hini a sellin outañ, an hini a zo glac'haret, an hini a zo dinerzh e spered, an hini a gren da'm c'homz.
Pa gomze Efraim, an dud a grene, uhelsavet e oa en Israel, met eo en em rentet kablus dre Vaal, hag ez eo marv.
Anavezout a ran Efraim, Israel n'eo ket kuzhet ouzhin, rak bremañ, Efraim, te a zo en em roet d'ar gasterezh, Israel a zo en em saotret.
Klevet em eus ha va c'hreizon a zo strafuilhet, d'ar vouezh-mañ va muzelloù a spouron. Ar breinadur a ya e-barzh va eskern, hag e krenan dindanon, dre ma tlean gortoz didrouz deiz an enkrez, pa bigno a-enep ar bobl an hini he zapo.
Mont a rejont raktal er-maez eus ar bez, gant spont ha levenez vras, hag e redjont da zisklêriañ kement-se d’e ziskibien.
Ar wreg, spontet hag en ur grenañ, o c’houzout ar pezh a oa bet graet enni, a zeuas, en em daolas d’e dreid hag a lavaras dezhañ an holl wirionez.
Met Jezuz a lavaras: Unan bennak en deus stoket ouzhin rak anavezet em eus e oa aet un nerzh er-maez ac’hanon.
Lavarout a reas dezhi: Merc’h, kemer fiziañs, da feiz he deus da yac’haet, kae e peoc’h.
O vezañ goulennet gouloù, ec’h antreas buan hag, en ur grenañ, en em daolas ouzh treid Paol ha Silaz.
E garantez evidoc’h a zeu da vezañ c’hoazh brasoc’h pa en deus soñj eus sentidigezh pep hini ac’hanoc’h ha penaos hoc’h eus e zegemeret gant doujañs ha krenadenn.
Evel-se, re garet-mat, evel ma hoc’h eus atav sentet, nann hepken dirazon met bremañ muioc’h c’hoazh pa’z on ezvezant, labourit d’ho silvidigezh gant doujañs ha krenadenn,
Dre-se, o resev ur rouantelezh divrañsellus, miromp ar c’hras evit ma servijimp Doue drezi en un doare a blijo dezhañ, gant keheladur ha gant doujañs,
Samuel a reas evel m'en doa lavaret an AOTROU , hag e teuas da Vetlehem. Henaourien kêr a zeredas spouronet dirazañ en ur lavarout: Hag e teuez evit hor mad?