Biblia Todo Logo
La Biblia Online

- Anuncios -




1 Korintiz 2:3 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

3 Me a zo bet en ho touez en dinerzhded, en doujañs hag en ur grenadenn vras.

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

3 Bet oun va‐unan en ho touez er zempladurez, hag en aoun, ken a grenen.

Ver Capítulo Copiar




1 Korintiz 2:3
22 Referencias Cruzadas  

En deiz-se an Ejipt a vo evel gwragez, dianket ha spouronet e vo o welout dorn savet AOTROU an armeoù a vo savet a-enep dezhi.


Goude bezañ tremenet dre Amfipoliz hag Apollonia, e teujont da Desalonike e-lec’h ma oa sinagogenn ar Yuzevien.


Goude-se, Paol a yeas kuit eus Aten hag a zeuas da Gorint.


E-pad ma oa Gallion prokoñsul en Akaia, ar Yuzevien en em savas a-unvan a-enep Paol hag en degasas dirak al lezvarn,


Met evel ma’c’h enebjont outañ ha ma vallozhjont, ec’h hejas e zilhad hag e lavaras dezho: Ra gouezho ho kwad war ho penn! Naet on anezhañ. Diwar vremañ ez in etrezek ar baganed.


Me Paol, a bed ac’hanoc’h, dre zouster ha madelezh Krist, me hag a zo uvel dirazoc’h met leun a hardizhegezh en ho keñver pa’z on pell diouzhoc’h,


Rak, eme an dud, e lizheroù a zo garv ha nerzhus, met pa vez amañ, e zoare a zo dinerzh hag e gomz a zo dispriz.


Rak, petra bennak ma’z eo bet staget ouzh ar groaz en dinerzhded, koulskoude ez eo bev dre c’halloud Doue. Ni ivez a zo dinerzh ennañ, met bevañ a raimp gantañ dre c’halloud Doue en ho keñver.


Levenez hon eus pa vezomp dinerzh gant ma viot kreñv. Hag ar pezh a c’houlennomp en hor pedennoù, eo ma teuot da vezañ peurvat.


Dre-se, o kaout ar ministrerezh-mañ hervez an drugarez a zo bet graet deomp, ne gollomp ket kalon.


Dre-se ne gollomp ket kalon. Ha petra bennak en em zistruj hon den a-ziavaez, hon den a-ziabarzh en em nevesa a zeiz da zeiz.


met en em ziskouez a reomp en holl draoù evel servijerien Doue, en un dalc’husted vras, er glac’haroù, er poanioù, en ankenioù,


E garantez evidoc’h a zeu da vezañ c’hoazh brasoc’h pa en deus soñj eus sentidigezh pep hini ac’hanoc’h ha penaos hoc’h eus e zegemeret gant doujañs ha krenadenn.


Rak abaoe ma’z on deuet e Makedonia, hor c’hig n’en deus bet diskuizh ebet, met glac’haret omp bet e pep doare, dre stourmoù en diavaez hag aon en diabarzh.


Mevelien, sentit gant doujañs ha krenadenn ouzh ho mistri hervez ar c’hig, en eeunder a galon, evel ouzh Krist,


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos