Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Ozea 13:1 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

1 Pa gomze Efraim, an dud a grene, uhelsavet e oa en Israel, met eo en em rentet kablus dre Vaal, hag ez eo marv.

Ver Capítulo Copiar




Ozea 13:1
26 Referencias Cruzadas  

met, eus gwezenn anaoudegezh ar mad hag an droug ne c'helli ket debriñ diouti, rak an deiz ma tebri diouti e varvi a-dra-sur.


Jeroboam a savas Sichem war venez Efraim, hag e chomas enni; goude ez eas ac'hane hag e savas Penuel.


Va selaou a raed, hag e c'hortozed, hag e taved pa roen va alioù.


Goude ma em beze komzet ne respontent ket, va lavarioù a zevere warno.


A-raok an distruj, kalon an den en em sav, met an izelegezh a ziaraog ar c'hloar.


Rak an holl draoù-se, va dorn en deus graet anezho, hag an holl draoù-se a chom drezañ, eme an AOTROU. Met setu an hini a sellin outañ, an hini a zo glac'haret, an hini a zo dinerzh e spered, an hini a gren da'm c'homz.


Rak kêrbenn ar Siria eo Damask, penn Damask eo Rezin. A-benn pemp bloaz ha tri-ugent, Efraim a vo lakaet a-dammoù ha ne vo ken ur bobl.


Pa'z int bet galvet, ez int aet a-zirak ar re o galve. Aberzhet o deus d'ar Baaloù, lakaet o deus da vogediñ d'ar skeudennoù kizellet.


Ha bremañ e tizoloin he mezhegezh dirak daoulagad hec'h amourouzien, ha nikun n'he dieubo diouzh va dorn.


N'he deus ket anavezet e oa me a roe dezhi ar gwinizh hag ar gwin hag an eoul, hag a greske dezhi an arc'hant hag an aour, o deus graet ur Baal ganto.


Graet o deus rouaned, met nann eus va ferzh, pennoù, met hep gouzout din. Graet o deus doueoù gant o arc'hant hag o aour, setu perak e vint lamet kuit.


Banniel kamp mibien Efraim a yeas kuit gant e strolladoù. Elishama mab Amihud a rene strollad Efraim,


Ar re-se eo anvioù an dud a gasas Moizez da spiañ ar vro. Moizez a c'halvas Hoshea mab Nun: Jozue.


evit meuriad Efraim, Hoshea mab Nun;


Rak piv bennak en em uhela a vo izelaet, ha piv bennak en em izela a vo uhelaet.


Dre-se, evel ma’z eo dre un den hepken ez eo deuet ar pec’hed er bed ha dre ar pec’hed ar marv, evel-se ivez ar marv a zo deuet d’en em astenn war an holl dud, rak holl o deus pec’het.


Karantez Krist a wask ac’hanomp, o vezañ ma kredomp penaos mar d-eo unan hepken marvet evit an holl, an holl eta a zo marv.


An AOTROU a lavaras da Jozue: Hiziv e krogin da sevel ac'hanout dirak daoulagad Israel, evit ma ouezint penaos, evel ma'z on bet gant Moizez, e vin ganit.


Tud Efraim en em zastumas hag a yeas war-zu an hanternoz da lavarout da Jefte: Perak ez out aet d'ober brezel ouzh mibien Ammon hep bezañ hor galvet da gerzhout ganit? Ni a zevo da di, ganit-te ivez!


Tud Efraim a lavaras dezhañ: Petra eo an dra-mañ ac'h eus graet deomp: ne'c'h eus ket galvet ac'hanomp pa oas aet d'ar brezel a-enep Madian? Hag e krozmoljont taer anezhañ.


Samuel a lavaras: Pa oas izel ouzh da zaoulagad, ha n'out ket deuet da benn war veuriadoù Israel, ha n'en deus ket da olevet an AOTROU da roue war Israel?


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos