Biblia Todo Logo
La Biblia Online

- Anuncios -




Sant Lucas 8:47 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

47 Ar vreg‐se, o velet ne oa ket bet kuzet kement‐man diouthan, a zeuaz en eur grena, hag oc’h en em deurel d’he dreid, e tiscleriaz dirag an holl, perag he doa touchet diouthan, ha penaos e oa bet pareet dioc’h‐tu.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

47 Neuze ar wreg, o welout ne oa ket bet kement-se kuzhet outañ, a zeuas en ur grenañ hag, oc’h en em deurel d’e dreid, e tisklêrias dirak ar bobl evit petra he doa stoket outañ ha penaos e oa bet yac’haet kerkent.

Ver Capítulo Copiar




Sant Lucas 8:47
18 Referencias Cruzadas  

Neuze ez ejont buhan er meaz euz ar bez, gant spount ha gant eur joa vraz,


Neuze ar vaouez, spountet hag en eur grena, o c’houzoud ar pez a oa bet great enhi, a zeuaz hag en em daolaz d’he dreid, hag a lavaraz dezhan ar wirionez var he hed.


Mes Jesus a lavaraz: Unan‐benag hen deuz touchet ouzin; rag anavezet em euz ez euz eat eur vertuz e meaz ac’hanoun.


Ha Jesus a lavaraz dezhi: Va merc’h, kemer courach, da feiz hen deuz da iac’heet; kea en peoc’h.


Neuze ar jeolier, o veza goulennet goulou, a redaz buhan, hag en eur grena en em daolaz da dreid Paol ha Silas.


Bet oun va‐unan en ho touez er zempladurez, hag en aoun, ken a grenen.


Hag evel‐se he garantez evidoc’h a zeu da veza c’hoas brassoc’h, pa zeu da zonj dezhan euz ho toujans holl, ha penaos hoc’h euz hen digemeret gant aoun hag en eur grena.


Dre‐ze, va breudeur muiakaret, evel ma hoc’h euz sentet a‐viskoas, nann hep‐ken evel em frezans, mes breman kalz muioc’h pa’z oun pell diouzoc’h, labourit evit ho silvidigez gant aoun, hag en eur grena;


Abalamour da ze, o cregi er rouantelez ha na hell ket beza chenchet, dalc’homp ar c’hras, evit ma c’hellimp dreizhi servicha Doue en eun doare hag a blijo dezhan gant respet ha gant doujans;


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios