Lavarout a reas: Mar selaouez gant evezh mouezh an AOTROU da Zoue, mar rez ar pezh a zo reizh dirak e zaoulagad, mar roez skouarn d'e c'hourc'hemennoù ha mar mirez e holl lezennoù, ne roin ket dit hini ebet eus ar c'hleñvedoù am eus lakaet war an Ejipt, rak me eo an AOTROU a yac'ha ac'hanout.
Met evidoc'h, c'hwi hag a zouj va anv, e savo heol ar reizhder, hag ar yec'hed a vo en e vannoù. Mont a reot er-maez, hag e lammot evel leueoù ar c'hraou.
E pelec’h bennak ma’z ae, er bourc’hioù pe er c’hêrioù pe war ar maez, e lakaent an dud klañv war al leurgêrioù hag e pedent anezhañ d’o lezel da vihanañ da stekiñ ouzh bord e sae. Hag ar re holl a stoke outañ a oa yac’haet.
Oc’h en em zerc’hel a-dreñv ouzh treid Jezuz, o ouelañ, en em lakaas da zourañ e dreid gant he daeroù. Hag o zorchas gant blev he fenn, e pokas e dreid hag ec’h olevas anezho gant ar c’hwezh-vat.
Jezuz a lavaras: Piv en deus stoket ouzhin? Evel ma nac’he an holl kement-se, Pêr hag ar re a oa gantañ a lavaras dezhañ: Mestr, an dud a zo en-dro dit a wask ac’hanout, hag e lavarez: Piv en deus stoket ouzhin?
en hevelep doare ma lakaed war ar re glañv mouchoueroù pe lienennoù o doa stoket ouzh e gorf, hag e oant yac’haet eus o c’hleñvedoù hag an drouk-speredoù a yae er-maez.
en hevelep doare ma tegased ar glañvourien war ar straedoù hag e lakaed anezho war gweleoù ha fledoù, evit, pa dremenfe Pêr, ma teufe da vihanañ e skeud da c’holeiñ hiniennoù anezho.