Sant Lucas 8:25 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned
Hag e lavaras dezho: Pelec’h emañ ho feiz? Int, leuniet a zoujañs hag a spont, a lavaras an eil d’egile: Piv eo eta hemañ, a c’hourc’hemenn zoken d’an avel ha d’an dour, hag e sentont outañ?
Neuze e lavaraz dezhe: Pe leac’h ema ho feiz? Hag int, spountet ha souezet braz, a lavare an eil d’egile: Piou eta eo he‐man, pa gommand memeus d’an avelou ha d’an dour, hag e sentont outhan?
Piv a zo pignet d'an neñvoù ha piv a zo diskennet ac'hane? Piv en deus dastumet an avel en e zaouarn? Piv en deus dalc'het an doureier en e wiskamant? Piv en deus diazezet holl harzoù an douar? Pe anv en deus? Pehini eo anv e vab? Hag e c'hellez henn lavarout?
Abalamour d’ho tiskredoni eo, a lavaras Jezuz dezho. Me a lavar deoc’h e gwirionez, mar ho pije feiz kement hag ur c’hreunenn sezo, e lavarfec’h d’ar menez-se: Kae ac’hann aze, hag ez afe. Netra ne vefe dibosupl deoc’h.
Jezuz, pa glevas kement-se, a voe souezhet hag a lavaras d’ar re en heulie: Me a lavar deoc’h e gwirionez, ne’m eus ket kavet ur feiz ken bras, zoken en Israel.
Lavarout a reas dezho: Perak hoc’h eus aon, tud a nebeut a feiz? Neuze, o vezañ savet, e c’hourdrouzas d’an avelioù ha d’ar mor, hag e voe ur sioulder bras.
Mar gwisk eta Doue evel-se ar geot a zo hiziv er parkeier hag a vo warc’hoazh taolet er forn, pegement muioc’h e wisko ac’hanoc’h, tud a nebeut a feiz?
Tostaat a rejont outañ hag en dihunjont, o lavarout: Mestr, Mestr, ez eomp da goll! O vezañ dihunet, e c’hourdrouzas d’an avel ha da donnoù an dour. Ar re-mañ a davas hag e voe ur sioulder bras.