Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Sant Lucas 8:25 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

25 Neuze e lavaraz dezhe: Pe leac’h ema ho feiz? Hag int, spountet ha souezet braz, a lavare an eil d’egile: Piou eta eo he‐man, pa gommand memeus d’an avelou ha d’an dour, hag e sentont outhan?

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

25 Hag e lavaras dezho: Pelec’h emañ ho feiz? Int, leuniet a zoujañs hag a spont, a lavaras an eil d’egile: Piv eo eta hemañ, a c’hourc’hemenn zoken d’an avel ha d’an dour, hag e sentont outañ?

Ver Capítulo Copiar




Sant Lucas 8:25
16 Referencias Cruzadas  

Ha rag‐tal Jesus, oc’h asten he zorn, a grogaz enhan, hag a lavaraz dezhan: Den a neubeud a feiz, perag ec’h euz‐te douetet?


Ha Jesus a lavaraz dezhe: Abalamour d’ho neubeud a feiz eo; rag e gwirionez hen lavaran deoc’h, mar ho pije feiz kement hag eur c’hreunen zezo, e lavarjec’h d’ar menez‐man: Kerz ac’hann du‐hont, hag ez aje, ha netra na vije impossubl deoc’h.


Mar gwisk eta Doue er giz‐se yeot ar parcou, pehini a zo hirio, hag a vezo varc’hoas taolet er forn, ha na wiskohen ket ac’hanoc’h‐hu kalz kentoc’h o tud a neubeud a feiz?


e oe souezet, hag e lavaraz d’ar re a heulie anezhan: E gwirionez hen lavaran deoc’h, n’em euz ket kavet eur feiz ker braz, memeus en Israel.


Hag hen a lavaraz dezhe: Perag hoc’h euz‐hu aoun, tud a neubeud a feiz? Neuze e savaz, hag e c’hourc’hemenaz d’an avelou ha d’ar mor, hag e teuaz eur c’halm braz.


En devez‐se, pa oe deuet an abardaez, e lavaraz dezhe: Tremenomp en tu all d’ar mor.


Mar gwisk eta Doue er giz‐ze al louzaouen a zo hirio er park, hag a vezo taolet varc’hoas er forn, pegement mui na wisko‐hen ket ac’hanoc’h‐hu, o tud a neubeud a feiz?


Neuze e teujont d’hen kavoud, hag e tihunjont anezhan, en eur lavaret: Mestr, Mestr, emomp o vond da goll. Mes hen, o veza dihunet, a gomzaz gant otorite d’an avel ha d’ar mor, hag ar re‐man a davaz, hag an amzer a zeuaz da veza sioul braz.


Neuze e teujont var bord bro ar Gadarened, pehini a zo dirag ar Galile.


Jesus a respontaz dezhi: Ha n’em euz ket lavaret d’id, penaos mar credez, e veli gloar Doue?


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos