Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Mazhev 14:31 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

31 Raktal Jezuz, oc’h astenn e zorn, a grogas ennañ hag a lavaras dezhañ: Den a nebeut a feiz, perak ac’h eus diskredet?

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

31 Ha rag‐tal Jesus, oc’h asten he zorn, a grogaz enhan, hag a lavaraz dezhan: Den a neubeud a feiz, perag ec’h euz‐te douetet?

Ver Capítulo Copiar

Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858

31 Ha Jesus e astennas dehou é zorn, hag er héméras én ul laret tehou: Dén hemb calz a fé, perac é oh bet hui én arvar?

Ver Capítulo Copiar




Mazhev 14:31
23 Referencias Cruzadas  

Abraham a c'halvas al lec'h-se Jehova-Jire, e doare ma lavarer hiziv: War Venez an AOTROU e vo pourvezet.


Ma kerzhan e-kreiz an enebiezh, e roez din ar vuhez en-dro. Astenn a rez da zorn a-enep kounnar va enebourien, ha da du dehou am dieub.


a renas anezho dre zorn dehou Moizez gant e vrec'h glorius, a faoutas an doureier dirazo evit ober evitañ e-unan un anv peurbadus,


Met, pa welas e oa kreñv an avel, en doa aon hag, evel ma kroge da sankañ en dour, e krias o lavarout: Aotrou, va savete!


Hag e pignjont er vag hag an avel a baouezas.


Jezuz, o vezañ anavezet kement-se, a lavaras dezho: Perak e soñjit evel-se ennoc’h hoc’h-unan, tud a nebeut a feiz, ez eo dre n’hoc’h eus ket kemeret a vara ganeoc’h?


Abalamour d’ho tiskredoni eo, a lavaras Jezuz dezho. Me a lavar deoc’h e gwirionez, mar ho pije feiz kement hag ur c’hreunenn sezo, e lavarfec’h d’ar menez-se: Kae ac’hann aze, hag ez afe. Netra ne vefe dibosupl deoc’h.


Mar gwisk eta Doue evel-se geot ar parkeier, a zo hiziv hag a vo warc’hoazh taolet er forn, pegement muioc’h e wisko ac’hanoc’h, tud a nebeut a feiz?


Lavarout a reas dezho: Perak hoc’h eus aon, tud a nebeut a feiz? Neuze, o vezañ savet, e c’hourdrouzas d’an avelioù ha d’ar mor, hag e voe ur sioulder bras.


Neuze e tostaas hag, en ur gemer he dorn, e lakaas anezhi da sevel. An derzhienn a yeas kuit diouzhtu diouti, hag hi a servijas anezho.


Jezuz, o kaout truez outañ, a astennas e zorn, en stokas hag a lavaras dezhañ: Fellout a ra din, bez glanaet.


Rak me a lavar deoc’h e gwirionez, penaos piv bennak a lavaro d’ar menez-se: Sav alese hag en em daol er mor, ha kement-se hep argrediñ en e galon, met en ur grediñ e c’hoarvezo, ar pezh a lavar a vo roet dezhañ.


Met it ha lavarit d’e ziskibien ha da Bêr ho tiaraogo e Galilea. Eno en gwelot evel m’en deus lavaret deoc’h.


Neuze e lavaras dezho: Perak hoc’h eus aon? Penaos n’hoc’h eus ket a feiz?


O kemer he dorn, e lavaras dezhi: Talita koumi, da lavarout eo: Plac’h yaouank, me a lavar dit, sav.


o lavarout: An Aotrou e gwirionez a zo adsavet a varv, hag eo en em ziskouezet da Simon.


oc’h astenn da zorn da yac’haat, evit ma vo graet mirakloù ha burzhudoù dre anv da servijer santel Jezuz.


An AOTROU a varno e bobl, met ouzh e servijerien en devo truez, pa welo ez eo aet o nerzh, ha n'eus den ken, na re zalc'het na re zieubet.


Me a fell din eta e pedfe an dud e pep lec’h, o sevel daouarn glan hep kounnar hag hep tabut.


c’hwi hag a zo miret gant galloud Doue, dre ar feiz, evit ar silvidigezh prest da vezañ diskuliet en amzerioù diwezhañ.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos