Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Sant Lucas 12:28 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

28 Mar gwisk eta Doue evel-se ar geot a zo hiziv er parkeier hag a vo warc’hoazh taolet er forn, pegement muioc’h e wisko ac’hanoc’h, tud a nebeut a feiz?

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

28 Mar gwisk eta Doue er giz‐ze al louzaouen a zo hirio er park, hag a vezo taolet varc’hoas er forn, pegement mui na wisko‐hen ket ac’hanoc’h‐hu, o tud a neubeud a feiz?

Ver Capítulo Copiar




Sant Lucas 12:28
10 Referencias Cruzadas  

Ur vouezh a lavar: Youc'h! Hag e voe respontet: Petra a youc'hin? Pep kig a zo evel ar geot, hag e holl gaerded evel bleuñv ar parkeier.


Raktal Jezuz, oc’h astenn e zorn, a grogas ennañ hag a lavaras dezhañ: Den a nebeut a feiz, perak ac’h eus diskredet?


Jezuz, o vezañ anavezet kement-se, a lavaras dezho: Perak e soñjit evel-se ennoc’h hoc’h-unan, tud a nebeut a feiz, ez eo dre n’hoc’h eus ket kemeret a vara ganeoc’h?


Jezuz a respontas: O rummad diskredik ha fall, betek pegeit e vin ganeoc’h? Betek pegeit e c’houzañvin ac’hanoc’h? Degasit eñ amañ din.


Abalamour d’ho tiskredoni eo, a lavaras Jezuz dezho. Me a lavar deoc’h e gwirionez, mar ho pije feiz kement hag ur c’hreunenn sezo, e lavarfec’h d’ar menez-se: Kae ac’hann aze, hag ez afe. Netra ne vefe dibosupl deoc’h.


Mar gwisk eta Doue evel-se geot ar parkeier, a zo hiziv hag a vo warc’hoazh taolet er forn, pegement muioc’h e wisko ac’hanoc’h, tud a nebeut a feiz?


Lavarout a reas dezho: Perak hoc’h eus aon, tud a nebeut a feiz? Neuze, o vezañ savet, e c’hourdrouzas d’an avelioù ha d’ar mor, hag e voe ur sioulder bras.


Hag e lavaras dezho: Pelec’h emañ ho feiz? Int, leuniet a zoujañs hag a spont, a lavaras an eil d’egile: Piv eo eta hemañ, a c’hourc’hemenn zoken d’an avel ha d’an dour, hag e sentont outañ?


Rak un douar douret gant ar glav a gouezh warnañ alies hag a ro geot mat d’ar re a labour anezhañ, a resev ur vennozh digant Doue,


Rak pep kig a zo evel ar geot, hag holl c’hloar an den evel bleuñv ar geot. Ar geot a zisec’h hag e vleuñv a gouezh,


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos