Sant Lucas 7:22 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Jezuz a respontas dezho: It ha lavarit da Yann ar pezh hoc’h eus gwelet ha klevet: ar re dall a wel, ar re gamm a gerzh, ar re lovr a zo glanaet, ar re vouzar a glev, ar re varv a adsav da vev, an Aviel a zo prezeget d’ar beorien. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Neuze, en eur respont, e lavaraz dezhe: It, ha lavarit da Ian kement hoc’h euz gwelet ha klevet: penaos ar re dall ho deuz ar gwelet, ar re gam a vale eün, an dud lor a zo neteet, ar re vouzar a glev, ar re varo a zistro d’ar vuez, an aviel a zo prezeget d’ar beorien; |
an AOTROU a zigor daoulagad ar re dall, an AOTROU a zibleg ar re a zo pleget, an AOTROU a gar ar re reizh.
Lakaat a rin an dalled da gerzhout dre un hent n'anavezont ket, o renin dre wenodennoù dianav dezho, dirazo e trein an deñvalijenn e sklêrijenn, an traoù kamm e traoù eeun; kement-se a rin dezho, ha ne zilezin ket anezho.
Ra vo lakaet da zont er-maez ar bobl dall hag o deus daoulagad, ar re vouzar hag o deus divskouarn.
Setu ez an d'o degas eus bro an hanternoz ha d'o dastum eus pennoù an douar, an dall hag ar c'hamm, ar vaouez dougerez hag an hini a c'han, a-gevret, a vo en o zouez; distreiñ a raint amañ en un engroez bras.
ar re dall a wel, ar re gamm a gerzh, ar re lovr a zo glanaet, ar re vouzar a glev, ar re varv a adsav da vev, an Aviel a zo prezeget d’ar beorien.
Spered an Aotrou a zo warnon, dre-se en deus va olevet da brezeg ar c’heloù mat d’ar beorien. Kaset en deus ac’hanon da yac’haat ar re o deus ar c’halon flastret, da embann an dieubidigezh d’ar re zalc’het ha distro ar gweled d’ar re dall, da gas diere ar re gwasket,
En eur-se zoken, eñ a yac’haas kalz a dud eus o c’hleñvedoù, eus o mac’hagnoù hag eus drouk-speredoù, hag e roas ar gweled da veur a hini dall.
Natanael a lavaras dezhañ: Hag eus Nazared e c’hell dont un dra vat bennak? Filip a lavaras dezhañ: Deus ha gwel.
da zigeriñ o daoulagad ha d’o lakaat da dremen eus an deñvalijenn d’ar sklêrijenn hag eus galloud Satan da Zoue, evit ma resevint ar pardon eus o fec’hedoù hag un hêrezh e-touez ar re a zo santelaet dre ar feiz ennon.
Rak speredoù hudur a yeas kuit eus kalz a dud a oa dalc’het ganto, o leuskel kriadennoù bras, ha kalz a dud seizet ha kamm a voe yac’haet.
Selaouit, va breudeur karet-mat, ha Doue n’en deus ket dibabet ar re baour eus ar bed-mañ evit ma vint pinvidik er feiz hag heritourien ar rouantelezh en deus prometet d’ar re a gar anezhañ?