Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Jeremiaz 31:8 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

8 Setu ez an d'o degas eus bro an hanternoz ha d'o dastum eus pennoù an douar, an dall hag ar c'hamm, ar vaouez dougerez hag an hini a c'han, a-gevret, a vo en o zouez; distreiñ a raint amañ en un engroez bras.

Ver Capítulo Copiar




Jeremiaz 31:8
29 Referencias Cruzadas  

hag en deus dastumet eus broioù ar sav-heol hag ar c'huzh-heol, eus an hanternoz hag eus ar c'hreisteiz.


Eürus an hini a zibabez hag a lakaez da chom en da leurioù! Leuniet e vimp eus madoù da di, eus santelezh da balez.


Soñj en deus bet eus e vadelezh hag eus e fealded e-keñver tiegezh Israel. Holl bennoù an douar o deus gwelet silvidigezh hon Doue.


Peuriñ a raio e zeñved evel ur mesaer, dastum a raio e oaned gant e zivrec'h, dougen a raio anezho en e varlenn, ren a raio a re a ro da zenañ.


Lakaat a rin an dalled da gerzhout dre un hent n'anavezont ket, o renin dre wenodennoù dianav dezho, dirazo e trein an deñvalijenn e sklêrijenn, an traoù kamm e traoù eeun; kement-se a rin dezho, ha ne zilezin ket anezho.


Lavarout a rin d'an hanternoz: Ro! ha d'ar c'hreisteiz: Na zalc'h ket! Degas va mibien eus ar broioù pell, ha va merc'hed eus pennoù an douar,


Troit ouzhin hag e viot salvet, c'hwi holl pennoù an douar, rak me a zo Doue ha n'eus ket unan all.


An AOTROU en deus dizoloet brec'h e santelezh ouzh daoulagad an holl bobloù, hag holl bennoù an douar a welo silvidigezh hon Doue.


met: An AOTROU a zo bev, eñ hag en deus graet da vibien Israel pignat kuit eus bro an hanternoz hag eus an holl vroioù ma en deus o c'haset enno. Rak o degasin en-dro d'o bro am boa roet d'o zadoù.


Hag e tastumin an nemorant eus va deñved, eus an holl vroioù ma em bo o c'haset kuit, hag o degasin en-dro d'o feurvan, hag e vint frouezhus hag e liesaint.


met: An AOTROU a zo bev, eñ hag en deus graet pignat kuit ha distroet diskennidi ti Israel eus bro an hanternoz hag eus an holl vroioù ma em bo o c'haset kuit, hag e vint o chom en o bro.


Rak en em lakain da vezañ kavet ganeoc'h, eme an AOTROU, hag e tegasin en-dro ho re zalc'het, ho tastumin a-douez an holl vroadoù hag eus an holl lec'hioù ma em bo ho kaset kuit, eme an AOTROU, hag ho tegasin en-dro d'al lec'h am boa ho harluet diwarnañ.


Kae ha youc'h ar c'homzoù-mañ etrezek an hanternoz, lavar: Distro, Israel an adfeilherez, eme an AOTROU, ha ne rin ket kouezhañ va c'hounnar warnoc'h, rak trugarezus on, eme an AOTROU, ne virin ket va c'hounnar da viken.


En deizioù-se ti Juda a gerzho gant ti Israel, hag e teuint a-gevret eus bro an hanternoz d'ar vro am eus roet evel hêrezh d'ho tadoù.


Hag e tennin ac'hanoc'h a-douez ar pobloù, hag e tastumin ac'hanoc'h eus ar broioù oc'h bet stlabezet enno gant un dorn kreñv, ur vrec'h astennet, ur fulor skuilhet.


Kemer a rin plijadur ennoc'h evel en un ezañs a c'hwezh-vat, pa em bo ho tennet a-douez ar pobloù hag ho tastumet eus ar broioù oc'h bet stlabezet enno. Hag e vin santelaet ennoc'h dirak daoulagad ar pobloù.


Evel ma klask ar mêsaer e dropell en deiz ma'z emañ e-kreiz e zeñved stlabezet, evel-se e klaskin va deñved, dastum a rin anezho eus an holl lec'hioù ma vint bet strewet en devezh a goumoul hag a deñvalijenn.


O zennañ a rin a-douez ar pobloù, o dastum a rin a-douez ar broioù, o degas a rin d'o bro en-dro, hag o lakain da beuriñ war menezioù Israel, war vord ar gwazhioù-dour, en holl lec'hioù annezet ar vro.


Klask a rin an hini gollet, degas a rin en-dro an hini zianket, pakañ a rin an hini dorret hec'h ezel, nerzhañ a rin an hini glañv, met e tistrujin ar re lart ha nerzhus. O feuriñ a rin gant skiant.


En deiz-se, eme an AOTROU, e tastumin ar re gamm, hag e tastumin ar re a zo bet kaset kuit, ar re am eus gwallgaset,


Setu, en amzer-se em bo d'ober gant da holl waskerien. Dieubiñ a rin ar gammed, dastum a rin a re a zo bet kaset kuit. Hag e rin anezho un abeg a veuleudi hag a enor en holl vroioù ma'z int bet dismegañset enno.


Tec'hit, tec'hit er-maez eus bro an hanternoz, eme an AOTROU, rak ho stlabezet em eus e pevar avel an neñvoù, eme an AOTROU.


ne frigaso ket ar raosklenn dorret, ne vougo ket al lutigenn a zivoged c’hoazh, ken en devo lakaet ar reizhder da drec’hiñ,


Goude m’o doa leinet, Jezuz a lavaras da Simon-Pêr: Simon mab Jona, ha karout a rez ac’hanon muioc’h eget ar re-mañ? Eñ a lavaras dezhañ: Ya Aotrou, gouzout a rez em eus karantegezh evidout. Eñ a lavaras dezhañ: Mesa va oaned.


Rak mar gwel unan bennak ac’hanout, te hag ac’h eus anaoudegezh, azezet ouzh taol e templ an idoloù, ha ne vo ket ivez douget an hini a zo dinerzh e goustiañs da zebriñ eus an traoù a zo aberzhet d’an idoloù?


Pa vefes kaset e penn pellañ an neñvoù, ac'hane e tastumo ac'hanout an AOTROU da Zoue, hag ac'hane e tenno ac'hanout.


Ho pediñ a reomp ivez, breudeur, gourdrouzit ar re zizurzh, frealzit ar re a zo digalonekaet, sikourit ar re zinerzh, bezit habask e-keñver an holl.


Kreñvait eta ho taouarn dinerzhet hag ho taoulin semplaet,


Rak n’hon eus ket ur beleg-meur na c’hellfe ket kaout truez d’hon dinerzhded, er c’hontrol temptet eo bet eveldomp en holl draoù, met hep pec’hiñ.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos