Jezuz o vezañ bet ganet e Betlehem Judea, en amzer ar roue Herodez, setu, e teuas majed eus ar sav-heol da Jeruzalem,
Sant Lucas 7:17 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Ar vrud-se en em skuilhas dre Judea holl ha dre an holl vro tro-war-dro. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Hag ar gomz‐man ho doa lavaret divar he ben, a redaz dre ar Jude holl ha dre ar broiou tro‐var‐dro. |
Jezuz o vezañ bet ganet e Betlehem Judea, en amzer ar roue Herodez, setu, e teuas majed eus ar sav-heol da Jeruzalem,
Ar vrud anezhañ en em skuilhe dre holl Siria, hag e tegasent dezhañ an holl re glañv, re zalc’het gant meur a boan ha gant meur a zroug, re zalc’het gant diaouled, re loariek, re seizet, hag eñ a yac’hae anezho.
Ar roue Herodez a glevas komz anezhañ, rak e anv a oa brudet bras. Lavarout a reas: Yann-Vadezour a zo adsavet a-douez ar re varv, ha setu perak en em ra kalz a virakloù drezañ.
Jezuz a zistroas da C’halilea, dindan galloud ar Spered, hag ar vrud anezhañ a redas dre an holl vro tro-war-dro.
O vezañ tostaet, e stokas an arched. Ar re en douge a arsavas. Lavarout a reas: Den yaouank, me en lavar dit, sav!