Embann a rin an dekred: An AOTROU en deus lavaret din: Te eo va Mab, hiziv em eus da c'hanet.
Sant Lucas 3:22 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned hag ar Spered-Santel a ziskennas warnañ e doare ur c’horf, evel hini ur goulm. Hag ur vouezh a zeuas eus an neñv, o lavarout: Te eo va Mab karet-mat, ennout em eus lakaet va holl levenez. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) hag ar Spered‐Santel a ziskennaz varnezhan gant eur c’horf henvel ouz eur goulm; hag e teuaz eur vouez euz an env, hag a lavaraz: Te eo va Mab muia‐karet, en pehini ema va holl flijadur. |
Embann a rin an dekred: An AOTROU en deus lavaret din: Te eo va Mab, hiziv em eus da c'hanet.
Setu va servijer a skoazellan, an hini am eus dibabet, ennañ va ene a gemer plijadur. Lakaet em eus va spered warnañ, hag ec'h embanno ar varnedigezh d'ar broadoù.
Setu va servijer am eus dibabet, va c’haret-mat, ennañ va ene en deus kemeret plijadur. Lakaat a rin va Spered warnañ hag ec’h embanno ar reizhder d’ar broadoù,
Komz a rae c’hoazh, pa zeuas ur goabrenn lugernus d’o goleiñ. Ha setu, ur vouezh a zeuas eus ar goabrenn o lavarout: Hemañ eo va Mab karet-mat, ennañ em eus lakaet va holl levenez. Selaouit eñ!
En em fiziout a rae e Doue, ra zieubo Doue anezhañ bremañ mar kar anezhañ, rak lavaret en deus: Me eo Mab Doue.
Goude ma oa bet badezet, Jezuz a savas raktal eus an dour. Ha setu, an neñvoù a oa digoret a-us dezhañ, hag e welas Spered Doue, e doare ur goulm, o tiskenn warnañ.
Ha setu, ur vouezh eus an neñvoù a lavare: Hemañ eo va Mab karet-mat, ennañ em eus lakaet va holl levenez.
Ur vouezh a zeuas eus an neñvoù, o lavarout: Te eo va Mab karet-mat, ennout em eus lakaet va holl levenez.
Erruout a reas, en amzer-se, ma teuas Jezuz eus Nazared e Galilea hag e voe badezet gant Yann er Jordan.
Hag e teuas ur goabrenn d’o goleiñ, ur vouezh a zeuas eus ar goabrenn o lavarout: Hemañ eo va Mab karet-mat. Selaouit eñ!
Gloar da Zoue el lec’hioù uhel meurbet! Peoc’h war an douar, bolontez vat e-keñver an dud!
Neuze en em lakaas da lavarout dezho: Hiziv eo peurc’hraet ar gomz-mañ eus ar Skritur hoc’h eus klevet
Yann a roas an testeni-mañ, o lavarout: Gwelet em eus ar Spered o tiskenn eus an neñv evel ur goulm hag o chom warnañ.
Tad, ro gloar da’z anv! Neuze e teuas ur vouezh eus an neñv: Ha roet em eus gloar dezhañ, hag e roin gloar dezhañ c’hoazh.
Hag an Tad en deus va c’haset en deus e-unan roet testeni ac’hanon. C’hwi n’hoc’h eus biskoazh klevet e vouezh, na gwelet e zremm,
penaos Doue en deus olevet gant ar Spered-Santel ha gant galloud Jezuz a Nazared, a yae a lec’h da lec’h oc’h ober vat hag o yac’haat ar re holl a oa mac’het gant an diaoul, abalamour ma oa Doue gantañ.
Hon dieubet en deus eus galloud an deñvalijenn hag hol lakaet en deus da dremen e rouantelezh e Vab muiañ-karet,
en ur dostaat outañ, eñ hag a zo ar maen bev taolet kuit gant an dud, met dibabet gant Doue ha prizius.