Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Sant Lucas 3:22 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

22 hag ar Spered‐Santel a ziskennaz varnezhan gant eur c’horf henvel ouz eur goulm; hag e teuaz eur vouez euz an env, hag a lavaraz: Te eo va Mab muia‐karet, en pehini ema va holl flijadur.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

22 hag ar Spered-Santel a ziskennas warnañ e doare ur c’horf, evel hini ur goulm. Hag ur vouezh a zeuas eus an neñv, o lavarout: Te eo va Mab karet-mat, ennout em eus lakaet va holl levenez.

Ver Capítulo Copiar




Sant Lucas 3:22
21 Referencias Cruzadas  

Setu va zervicher pehini em euz choazet, va muia‐karet e pehini hen deuz va ene kemeret plijadur; lakaad a rin va Spered varnezhan, hag ec’h annonso ar justis d’an nationou;


Pa oa c’hoas o komz, eur goabren lugernuz a c’holoaz anezhe; hag eur vouez, o tond er meaz euz ar goabren a lavaraz: He‐man eo va Mab muia‐karet, e pehini eman va holl joa; selaouit anezhan.


Lakeat hen deuz he fizians en Doue; mar kar Doue anezhan, delivro eta anezhan breman, pa’z eo gwir hen deuz lavaret: Me eo Mab Doue.


Neuze Jesus a zeuaz euz a C’halile d’ar Jourdan, da gavout Ian, evit beza badezet ganthan.


Ha goude ma oa bet badezet Jesus, e savaz rag‐tal euz an dour, ha setu an envou en em zigoraz dezhan, hag e velaz Spered Doue o tisken evel eur goulm hag o tond varnezhan.


Ha setu eur vouez euz an envou, hag a lavaraz: He‐man eo va mab muia‐karet, e pehini em euz lakeat va holl joa.


Hag eur vouez a zeuaz euz an envou, hag a lavaraz: Te eo va mab muia‐karet en pehini eman va holl flijadur.


En amzer‐ze e c’hoarvezaz ma teuaz Jesus euz a Nazaret, kear euz a C’halile, hag e oe badezet gant Ian er Jourdan.


Hag e teuaz eur goabren hag a c’holoaz anezhe: hag eur vouez a zeuaz euz ar goabren, hag a lavaraz: He‐man eo va Mab muia‐karet, selaouit anezhan.


Gloar da Zoue, en huella euz an envou; peoc’h var an douar, bolontez vad e‐kenver an dud!


Neuze e commansaz lavaret dezhe: Hirio eo accomplisset ar gomz‐ze euz ar Scritur, hag her c’hlevet a rit.


Ian a roaz c’hoas an desteni‐man, en eur lavaret: Gwelet em euz ar Spered o tisken euz an env evel eur goulm, hag o choum varnezhan.


Va Zad, glorifi da hano. Neuze e teuaz eur vouez euz an env, hag a lavaraz: He c’hlorifiet em euz, hag he c’hlorifia a rin c’hoas.


Hag an Tad pehini hen deuz va digasset, hen deuz he‐unan roet testeni ac’hanoun. C’houi n’hoc’h euz biskoas na klevet he vouez, na gwelet anezhan.


penaos hen deuz Doue eoliet euz ar Spered‐Santel hag euz a c’halloud Jesus a Nazaret, pehini a iea euz an eil leac’h d’egile en eur ober vad hag en eur iac’haad ar re holl a oa mac’het gant an diaoul; rag Doue a oa ganthan.


pehini hen deuz hon delivret euz a c’halloud an devalijen, hag hen deuz hon lakeat da vond en rouantelez he Vab muia‐karet,


en eur dostaad outhan; pehini eo ar mean beo taolet a‐gostez gant an dud, mes choazet gant Doue, ha precius;


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos