Rak chas a zo deuet en-dro din, un engroez a dud fall o deus va enkelc'hiet, toullet o deus va daouarn ha va zreid.
Sant Lucas 23:35 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Ar bobl en em zalc’he eno hag a selle. Mistri ar vro a oa ivez ganto a rae goap anezhañ, o lavarout: Saveteet en deus ar re all, ra en em saveteo e-unan mar d-eo ar C’hrist, an hini dibabet gant Doue! Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Ar bobl a choume eno hag a zelle. Hag ar chefou a rea goab assambles gant ar bobl, en eur lavaret: Saveteet hen deuz ar re all, ra en em zavetao eta he‐unan, mar d’eo ar C’hrist, an hini choazet gant Doue. |
Rak chas a zo deuet en-dro din, un engroez a dud fall o deus va enkelc'hiet, toullet o deus va daouarn ha va zreid.
Ha pa em eus brañsellet, ez int en em vodet laouen, en em vodet int hep ma ouien, o skeiñ ac'hanon, o regiñ ac'hanon hep paouez.
Pa grian, respont din, o Doue eus va reizhder! Pa oan en enk, ec'h eus va lakaet er frankiz. Az pez truez ouzhin, selaou va fedenn!
o lavarout: Doue en deus e zilezet, redit war e lerc'h ha tapit anezhañ, rak n'eus den d'e zieubiñ.
Setu va servijer a skoazellan, an hini am eus dibabet, ennañ va ene a gemer plijadur. Lakaet em eus va spered warnañ, hag ec'h embanno ar varnedigezh d'ar broadoù.
Evel-henn e komz an AOTROU, Dasprener Israel, e Sant, d'an hini a vo disprizet gant an dud, euzhus d'ar bobl, sklav ar renerien: Rouaned a welo anezhañ hag e savint, priñsed ivez hag e stouint dirazañ, abalamour d'an AOTROU a zo feal, ha da Sant Israel en deus da zibabet.
Disprizet ha distaolet gant an dud, den a c'hlac'har, kustumet ouzh ar boan, evel un den a zistroer an dremm dioutañ, disprizet eo ha ne reer van ebet anezhañ.
Skuilhañ a rin war di David ha war dud Jeruzalem ar Spered a c'hras hag a bedennoù, hag e sellint ouzhin, an hini o deus toullet. Hag e raint kañv dezhañ evel ma reer kañv d'ur mab nemetañ, hag e ouelint c'hwerv evel ma oueler war ur mab kentañ-ganet.
Setu va servijer am eus dibabet, va c’haret-mat, ennañ va ene en deus kemeret plijadur. Lakaat a rin va Spered warnañ hag ec’h embanno ar reizhder d’ar broadoù,
Ha setu, ur vouezh eus an neñvoù a lavare: Hemañ eo va Mab karet-mat, ennañ em eus lakaet va holl levenez.
Unan eus an dorfedourien a oa krouget a zismegañse anezhañ, o lavarout: Mar d-out ar C’hrist, en em savete da-unan ha ni ivez!
en ur dostaat outañ, eñ hag a zo ar maen bev taolet kuit gant an dud, met dibabet gant Doue ha prizius.