Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Sant Lucas 23:13 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

13 Pilat, o vezañ dastumet ar veleien vras, mistri ar vro hag ar bobl, a lavaras dezho:

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

13 Neuze Pilat, o veza assamblet prinsed ar veleien, ar barnerien, hag ar bobl, a lavaraz dezhe:

Ver Capítulo Copiar




Sant Lucas 23:13
14 Referencias Cruzadas  

Pilat a lavaras dezho: Met peseurt droug en deus graet? Hag e krijont c’hoazh kreñvoc’h: Ouzh ar groaz!


Ar bobl en em zalc’he eno hag a selle. Mistri ar vro a oa ivez ganto a rae goap anezhañ, o lavarout: Saveteet en deus ar re all, ra en em saveteo e-unan mar d-eo ar C’hrist, an hini dibabet gant Doue!


ha penaos ar veleien vras ha mistri hor bro o deus e zroukroet da vezañ kondaonet d’ar marv, hag o deus e staget ouzh ar groaz.


Koulskoude, kalz e-touez ar re vras zoken a gredas ennañ, met n’anzavjont ket kement-se abalamour d’ar farizianed, gant aon da vezañ kaset kuit eus ar sinagogenn,


Pilat a lavaras dezhañ: Petra eo ar wirionez? Ha goude m’en doa lavaret kement-se, ez eas a-nevez da gavout ar Yuzevien hag e lavaras dezho: Ne gavan torfed ebet ennañ.


Pilat a yeas a-nevez er-maez hag a lavaras dezho: Setu, e tegasan anezhañ deoc’h er-maez evit ma ouiot penaos ne gavan torfed ebet ennañ.


Hogen e oa un den e-touez ar farizianed, anvet Nikodem, unan eus re vras ar Yuzevien.


Ha setu e komz frank ha ne lavaront netra dezhañ. Hag anavezet o defe ar mestroù ez eo e gwirionez ar C’hrist?


Ha bez’ ez eus unan bennak eus ar mestroù pe eus ar farizianed hag en defe kredet ennañ?


Rak holl dud Jeruzalem hag o fennoù, o vezañ e zizanavezet, o deus peurc’hraet en ur gondaoniñ anezhañ komzoù ar brofeded a vez lennet bep deiz sabad.


Bremañ, breudeur, gouzout a ran hoc’h eus graet kement-se dre ziouiziegezh, kenkoulz hag ho pennoù.


Hag e c’hoarvezas antronoz ma en em zastumas e Jeruzalem pennoù ar bobl, an henaourien hag ar skribed,


Neuze Pêr, leun eus ar Spered-Santel, a lavaras dezho: Pennoù ar bobl hag henaourien Israel,


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos