Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Sant Lucas 23:13 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

13 Neuze Pilat, o veza assamblet prinsed ar veleien, ar barnerien, hag ar bobl, a lavaraz dezhe:

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

13 Pilat, o vezañ dastumet ar veleien vras, mistri ar vro hag ar bobl, a lavaras dezho:

Ver Capítulo Copiar




Sant Lucas 23:13
14 Referencias Cruzadas  

Ha Pilat a lavaraz dezhe: Mes pe seurt drouk hen deuz‐hen great? Hag int a griaz c’hoas krenvoc’h: Crucifi anezhan!


Ar bobl a choume eno hag a zelle. Hag ar chefou a rea goab assambles gant ar bobl, en eur lavaret: Saveteet hen deuz ar re all, ra en em zavetao eta he‐unan, mar d’eo ar C’hrist, an hini choazet gant Doue.


ha penaos ho deuz prinsed ar veleien hag hon otoriteou livret anezhan da veza condaonet d’ar maro, hag ho deuz hen crucifiet.


Koulskoude kalz, memeus euz ar re vrassa, a gredaz enhan; mes ne anzavent ket anezhan, gant aoun rag ar Farizianed, ha da veza taolet er meaz euz ar sinagog.


Pilat a lavaraz dezhan: Petra eo ar wirionez? Ha goude beza lavaret kement‐se, ez eaz er meaz adare da gavoud ar Judevien, hag e lavaraz dezhe: Ne gavan crim e‐bed en den‐ze.


Pilat a ieaz adare er meaz, hag e lavaraz dezhe: Setu, hen digas a ran er meaz deoc’h, evit ma ouezot n’em euz kavet crim e‐bed enhan.


Hogen e‐touez ar Farizianed e oa eun den hanvet Nicodem, unan euz ar re huella e‐touez ar Judevien.


Ha setu hen o komz dirag an holl, ha ne leverer netra dezhan. Daoust hag ar chefou ho defe anavezet ez eo en gwirionez ar C’hrist?


Ha bez’ a zo unan‐benag euz ar chefou pe euz ar Farizianed hag hen defe credet enhan?


Rag tud Jerusalem hag ho renerien, dre m’ho deuz dianavezet anezhan, ho deuz accomplisset, en eur gondaoni anezhan, komzou ar brofeted, a vez lennet bep devez sabbat.


Ha breman, breudeur, gouzoud a ran penaos hoc’h euz great kement‐se dre ignorans, kerkouls hag ho chefou.


Mes an deiz varlerc’h, e c’hoarvezaz ma en em assamblaz en Jerusalem chefou ar bobl, ar re Ancien hag ar Scribed,


Neuze Per, leun euz ar Spered‐Santel, a lava‐raz dezhe: Renerien ar bobl, ha re Ancien a Israel,


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos