E dreid en em zalc’ho, en deiz-se, war Venez an Olived, a zo dirak Jeruzalem, er sav-heol. Ha Menez an Olived a faouto dre e greiz, eus ar sav-heol d’ar c’huzh-heol, hag e vo un draonienn vras-meurbet. Un hanter eus ar menez a yelo war-zu an hanternoz, hag an hanter all war-zu ar c’hreisteiz.
D’an ampoent-se Jezuz a lavaras d’ar vandenn-se: Deuet oc’h er-maez evel war-lerc’h ul laer, gant klezeier ha gant bizhier, evit kregiñ ennon. Bemdez e oan azezet en ho touez, o kelenn en templ, ha n’hoc’h eus ket va c’hemeret.
Ha pa oa dija o tostaat d’an diskenn eus Menez an Olived, an holl vandenn diskibien, karget a levenez, en em lakaas da veuliñ Doue a vouezh uhel evit an holl virakloù o doa gwelet.