Sant Lucas 21:36 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Beilhit eta ha pedit e pep amzer, evit ma viot kavet din da dec’hout diouzh an holl draoù-se a dle c’hoarvezout, ha da badout dirak Mab an den. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Beillit eta ha pedit e pep amzer, evit ma veot kavet dign da dec’het diouz an holl draou‐ze a dle c’hoarvezoud, ha da choum dirag Mab an den. |
Setu perak ar re zrouk ne badint ket pa vo ar varn, nag ar bec'herien e bodadeg ar re reizh,
en abeg da-se, evel-henn e komz AOTROU an armeoù, Doue Israel: Jonadab mab Rekab ne vanko biken eus un den d'en em zerc'hel dirazon.
Piv a c'hello gouzañv deiz e zonedigezh, piv a c'hello chom en e sav pa en em ziskouezo? Rak bez' e vo evel tan an teuzer, evel soavon ar gwenner.
Gouezit mat, ma anavezfe mestr an ti da bet beilhadenn eus an noz e tlefe ar laer dont, e chomfe dihun ha ne lezfe ket toullañ e di.
Dre-se c’hwi ivez, en em zalc’hit prest, rak Mab an den a zeuio d’an eur na soñjit ket.
Beilhit ha pedit evit na gouezhot ket en temptadur, ar spered a zo buan met ar c’hig a zo dinerzh.
Jezuz a lavaras dezhañ: Al lern o deus toulloù ha laboused an neñv neizhioù, met Mab an den n’en deus lec’h ebet evit harpañ e benn.
An ael a respontas dezhañ: Me eo Gabriel, an hini a chom dirak Doue. Degaset on bet evit komz ouzhit ha disklêriañ dit ar c’heloù mat-mañ.
Eñ a gontas ivez dezho ur barabolenn, evit diskouez penaos eo ret pediñ bepred hag hep skuizhañ.
Met ar re a vo kavet dellezek da gaout lod er c’hantved da zont en adsavidigezh a-douez ar re varv ne zimezint ket ha ne roint ket da zimeziñ.
Deol e oa hag a zoujañs Doue, eñ hag e holl diegezh. Ober a rae kalz a aluzenoù d’ar bobl hag e pede Doue dalc’hmat.
oc’h anavezout penaos an hini en deus savet an Aotrou Jezuz a varv a savo ac’hanomp ivez a varv dre Jezuz, hag a lakaio ac’hanomp d’en em ziskouez ganeoc’h.
Met te, bez aketus en holl draoù, o c’houzañv ar glac’haroù, gra labour un avielour, seven da vinistrerezh en e bezh.
Bezit poellek, beilhit, rak hoc’h enebour an diaoul a dro war ho tro evel ul leon o yudal, o klask piv a c’hello lonkañ.
Bremañ eta bugale vihan, chomit ennañ evit ma hor bo fiziañs pa en em ziskouezo, ha ma ne vimp ket mezhek dirazañ en e zonedigezh.
D’an hini a c’hell ho tiwall a bep lamm hag ho lakaat d’en em ziskouez dinamm ha leun a levenez dirak e c’hloar,
Goude-se e sellis ha setu, un engroez ken bras ken na c’helle den kontañ, a bep broad, a bep meuriad, a bep pobl, a bep yezh, en em zalc’he dirak an tron ha dirak an Oan; gwisket e oant gant saeoù gwenn, gant palmez en o daouarn.